Mont d’an endalc’had

Iran : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cv:Иран
O saveteiñ 1 mammenn hag o tikedenniñ 0 evel marv.) #IABot (v2.0.9.5

(178 stumm da c'hortoz gant un implijer all kuzhet.)
Linenn 1: Linenn 1:
{{Infobox bro
{| border=1 align=right cellpadding=4 cellspacing=0 width=250 style="margin: 0 0 1em 1em; background: #f9f9f9; border: 1px #aaaaaa solid; border-collapse: collapse; font-size: 95%;"
|anv ofisiel = '''جمهوری اسلامی ايران'''
''Jomhūrī-ye Eslāmī-ye Īrān''
|+'''Iran'''

|anv klok bzg = Republik Islamek Iran

|anv boutin bzg = Iran
| style="background:#efefef;" align="center" colspan=2 |
|skeudenn banniel = Flag of Iran.svg
{| border="0" cellpadding="2" cellspacing="0" style="padding-top: 0.5em;"
|skeudenn skoed-ardamez = Coat of arms of Iran.svg

|doare arouez = Ardamezioù
| align="center" width="125px" | [[Skeudenn: Flag of Iran.svg |125px|Banniel Iran]]
|skeudenn_kartenn = Iran (orthographic projection).svg
| align="center" width="110px" | [[Skeudenn: Iran coa.png |80px|Skoed-ardamez Iran]]
|enskrivadur_kartenn =

|ger-stur broadel = ''Esteqlāl, āzādī, jomhūrī-ye eslāmī'' 1{{spaces|2}}{{fa icon}}
"Dizalc'hidigezh, Frankiz, Republik Islamek"
| align="center" width="125px" | (Banniel Iran)
|kan broadel = ''[[Sorud-e Melli-e Iran|Sorūd-e Mellī-e Īrān]]'' ²
| align="center" width="110px" | (Skoed-ardamez Iran)
|yezhoù ofisiel = [[Farsieg]]

|strolladoù etnek =
| align="center" colspan=2 | [[Skeudenn: LocationIran.png]]
|kêr-benn = [[Teheran]]

|Led-d=35 |Led-m=41 |Led-NS=N |Hed-d=51 |Hed-m=25 |Hed-RK=E

|kêr vrasañ = [[Teheran]]

|doare gouarnamant = [[Republik Islamek]]

|titl penn ar vro1 = Penn-blenier
| '''[[Yezh ofisiel]]'''
|anv penn ar vro1 = [[Ayatollah]] [[Ali Khamenei]] (آیت‌الله سید علی حسینی خامنه‌ای)
| [[Perseg]]
|titl penn ar vro2 = Prezidant

|anv penn ar vro2 = [[Ebrahim Raisi]] (ابراهیم رئیسی)
| '''[[Kêr-benn]]'''
|gorread = 1,648,195
| [[Teheran]]
|renk_gorread = 18{{vet}}

|dregantad doureier = 0.7
| '''Gorread'''
-En holl
-% dour
|istimadur_poblañs = 71,208,000³

1 648 000 km²
0,7%
|istimadur_poblañs_renk = 18{{vet}}

|istimadur_poblañs_bloaz = 2007
|'''Poblañs '''
-Hollad
-Stankder ar boblañs
|niveradeg_poblañs = 71,208,000³

68 688 433 annd.
40/km²
|niveradeg_poblañs_bloaz = 2007

|stankter_ar_boblañs = 42
| '''Prezidant '''|| Mahmoud Ahmadinejad
|renk_stankter_ar_boblañs = 109{{vet}}

|PDK_PGP = $852 miliard<ref name="cia">{{cite web |url=https://www.cia.gov/library/publications/the-world-factbook/geos/ir.html |title="Iran" |author=CIA World Factbook |accessdate=2007-01-26}}</ref>

| '''Moneiz'''|| Rial
|PDK_PGP_renk = 15{{vet}}<ref name="cia" />

|PDK_PGP_bloaz = 2007
| '''Kod pellgomz'''||98
|PDK_PGP_keidenn = $12,300<ref name="cia" />

|PDK_PGP_renk_keidenn = 65{{vet}}
| '''Kod war ar Genrouedad'''||.ir
|doare_riegezh = Adsavidigezh

|elfenn_war_ar_riegezh =

|darvoud_heverk1 =
Republik islamek ''Iran'' (diwar an [[arieg]] « nobl », ايران e perseg) zo ur [[republik islamek]] eus Kornôg [[Azia]] ; [[Teheran]] (pe Tehran) eo ar gêr-benn, ar [[perseg]] eo ar yezh ofisiel hag ar [[rial]] eo moneiz ar vro ; an [[deiziadur pers]] eo an deiziadur ofisiel. Gronnet eo Iran gant [[Afghanistan]], [[Turkmenistan]], [[mor Kaspia]], [[Azerbaidjan]], [[Armenia]], [[Turkia]], [[Irak]], [[pleg-mor Pers]] ha [[mor Oman]] ([[meurvor Indez]]). E-sell e vefe Iran da emezelañ ouzh ar [[KSAKR]] (Kevredigezh Su-Azia evit ar C’hevelerezh Rannvroel).
|deiziad_heverk1 = [[1502]]
|FDD = {{profit}} 0.759
|FDD_renk = 94{{vet}}
|FDD_bloaz = 2004
|FDD_rummad = kreiz
|moneiz = [[rial Iranian]] (ريال)
|kod moneiz = IRR
|gwerzhid-eur = [[Iran Standard Time|IRST]]
|utc_offset =
|gwerzhid-eur_eur_hañv =
|eur_hañv_notenn =
|utc_offset_eur_hañv =
|Kod pellgomz = 98
|Kod kenrouedad = [[.ir]]
|notennoù =

'''Republik islamek Iran''' (diwar an [[arieg]] « nobl », ايران e perseg) zo ur [[republik islamek]] eus [[Azia ar Mervent]] ; [[Teheran]] (pe Tehran) eo ar gêr-benn, ar [[perseg]] eo ar yezh ofisiel hag ar [[rial]] eo moneiz ar vro ; an [[deiziadur pers]] eo an deiziadur ofisiel. Gronnet eo Iran gant [[Afghanistan]], [[Turkmenistan]], [[mor Kaspia]], [[Azerbaidjan]], [[Armenia]], [[Turkia]], [[Irak]], [[pleg-mor Persia]] ha [[mor Oman]] ([[meurvor Indez]]). E-sell e vefe Iran d'emezelañ ouzh ar [[KSAKR]] (Kevredigezh Su-Azia evit ar C’hevelerezh Rannvedel).

==Orin an anv==
== Orin an anv ==
E-pad ren an [[Achemenided]] (550-330 kent JK) e rae Iraniz '''Parsa''' ([[Persia]]) eus o ziriadoù diwar anv rouantelezh [[Kurach II|Kurach Veur]] a oa d’ar meuriad pers, hag a adkaver c’hoazh hiziv an deiz dindan ar stumm [[Fars]] pe Pars evel anv ur proviñs. Padal e veze graet '''Aryanam''' eus ar stad a-bezh neuze.
[[Image:Persian.jpg|right|thumb|Iran - Collage , [http://www.collage.ws/info.html Majid Farahani]]]
E-pad ren an [[Achemenided]] (550-330 kent JK) e rae Iraniz '''Parsa''' eus o ziriadoù diwar anv rouantelezh [[Kurach II|Kurach Veur]] a oa d’ar meuriad pers, hag a adkaver c’hoazh hiziv an deiz dindan ar stumm [[Fars]] pe Pars evel anv ur proviñs. Padal e veze graet '''Aryanam''' eus ar stad a-bezh neuze.
Da vare Part (248 kent JK - 224 goude JK) e oa bet kemmet ''Aryanam'' da ''Aryan'', evit emdreiñ da ''Iranshar'' ha da '''Iran''' da vare ar [[Sasanided]].
Da vare Part (248 kent JK - 224 goude JK) e oa bet kemmet ''Aryanam'' da ''Aryan'', evit emdreiñ da ''Iranshar'' ha da '''Iran''' da vare ar [[Sasanided]].

Ar C’hresianed a rae gant ''Aryana'' ha ''Persis'' evit ober anv eus ar rannvro a anavezer hiziv an deiz evel ar [[plateiz iranat]]. Tremenet eo an termen d’al latin evit dont da vezañ ''Persia''. Implijet kalz e chom an anv-se e broioù ar C’hornôg, ha degas a ra un tamm kemmesk gant ar proviñs [[Fars]].
Ar C’hresianed a rae gant ''Aryana'' ha ''Persis'' evit ober anv eus ar rannvro a anavezer hiziv an deiz evel ar [[plateiz iranat]]. Tremenet eo an termen d’al latin evit dont da vezañ ''[[Persia]]''. Implijet kalz e chom an anv-se e broioù ar C’hornôg, ha degas a ra un tamm kemmesk gant ar proviñs [[Fars]].

En XX{{vet}} kantved e savas tabut etre ar gefredourien evit gouzout petra a zlefe bezañ anv reizh ar vro. D’an 21 a viz Meurzh 1935, deiz [[Norouz]] anezhi, ez embannas [[Reza Shah]] [[Pahlavi]] un dekred a c’houlenne digant ar re o deveze darempredoù gant ar vro implijout an anv '''Iran''' en o lizheroù ofisiel hiviziken.
En {{XXvet}} kantved e savas tabut etre ar gefredourien evit gouzout petra a zlefe bezañ anv reizh ar vro. D’an 21 a viz Meurzh 1935, deiz [[Norouz]] anezhi, ez embannas [[Reza Shah]] [[Pahlavi]] un dekred a c’houlenne digant ar re o deveze darempredoù gant ar vro implijout an anv '''Iran''' en o lizheroù ofisiel hiviziken.

E 1979, da-heul [[dispac’h Iran]], eo bet krouet Republik Islamek Iran, met an termenoù ''Persia'' hag ''Iran'' a vez implijet stank c’hoazh.
E 1979, da-heul [[dispac’h Iran]], e voe krouet Republik Islamek Iran, met an termenoù ''[[Persia]]'' hag ''Iran'' a vez implijet stank c’hoazh.

== Istor ==
== Istor ==
Sellet ouzh ar pennad [[Istor Iran]]
''Sellet ouzh ar pennad '''[[Istor Iran]]''' ha [[Persia]].''
Gant Iran ez eus unan eus sevenadurioù koshañ ar bed.

''Gwelet ivez : [[Roll renerien Iran]]''
En Iran ez eus aspadennoù eus obererezh mab-den hag aspadennoù sevenadurel eus [[oadvezh ar maen]]. Adkavet ez eus bet binvioù maen eus ar [[Paleolitik izelañ]] e [[Balouchistan]] Iran. Emaint e-touez ar binvioù koshañ zo bet dizoloet en Iran, hag istimañ a reer o oad da 800 000 a vloavezhioù.

Unan eus sevenadurioù koshañ ar bed zo bet diwanet en Iran. Abaoe [[oadvezh ar maen]] ez eus bet tud o chom er rannvro-se eus ar bed : kavet ez eus bet ostilhoù ken kozh hag 800 000 vloaz. Deuet e oa an [[neolitik]] er vro etre ar VII{{vet}} hag ar VI{{vet}} milved, asambles gant un armerzh produiñ-madoù. Tamm ha tamm e voe savet kêrioù ha sevenadurioù kemplesoc'h betek ma voe savet ur sistem skritur evit an [[elamiteg]], war batrom sistem ar [[sumereg]].
E gwalarn Iran e krogas an tremen d’un armerzh produiñ madoù e-pad ar [[Mezolitik]] (10 000 bloaz kent JK), peogwir ez eus ul lec’hienn gant roudoù eus an obererezh-se e korn-bro [[mor Kaspia]]. Deroù an Neolitik en Iran zo etre ar VII{{vet}} hag ar VI{{vet}} milved kent JK. [[Tureng Tepe]] ha [[Yarim Tepe]] a brou e oa bet kreizennoù labour-douar e traoñienn [[Gorgan]] er VI{{vet}} milved kent JK. Darempredoù tost a vefe bet etre ar sevenadurioù-se ha sevenadurioù amezek [[Jeitun]] (su [[Turkmenistan]]) ha [[Sialk|Sialk II]] (tost da g[[Kashan]] e-kreiz Iran), er-maez eus traoñienn Gorgan.

=== Henamzer ===
[[Image:Scorpion bowl iran.jpg|thumb|right|200px|Lestr eus korn-bro Jiroft, gant izelvosoù a daolenn kruged.]]
Tro dro d'an III{{e}} milved e voe savet an [[Impalaeriezh Elamat]] eus ar vro, tro-dro da [[Susa (Elam)|Susa]]. Kevezañ a reas ouzh impalaeriezh [[Akkad]] ha c'houde [[Babilon]] hag [[Asiria]]. E-kerzh an II{{l}} milved e teuas pobloù eus kreiz [[Azia]] a gomze rannyezhoù kar d'an [[Yezhoù indezeuropek|indezeuropeg]]. Lod eus ar pobloù-se, ar [[Meded|Veded]] a dorras galloud an Asirianed hag e voe savet tamm ha tamm impalaeriezh an [[Ac'haemenided]]. Brezeliñ a reas an Impalaeriezh-se evit bezañ mestr eus ar [[Reter-Nesañ]], o tistrujañ [[Babilon]] hag o klask aloubiñ [[Henc'hres]]. Distrujet e voe an Impalaeriezh gant [[Alesant Veur]] a leuskas plas d'ur renad savet gant unan eus e jeneraled, renad ar [[Seleukided]]. Pa voe deuet gwan ar Seleukided e voe renet ar rannvro gant ar renad [[Partia|Part]] a stourmas pell a-enep ar [[Romaned]] a-raok bezañ erlec'hiet gant ar [[Sasanined]] a voe ar re gentañ oc'h ober ''Eranshahr'' pe ''Iranshahr'' (ايرانشهر) eus o douaroù. Stourm a reas e-pad pell a-enep an [[Impalaeriezh Roman]] betek aloubiñ [[Jeruzalem]] e 613.

=== Levezon diavaez ha galloudoù diabarzh ===
A-hed ar IV{{e}} milved kent JK e pad [[Oadvezh ar c’houevr]] en Iran, aroueziet gant traezoù kouevr ha priaj livet e [[Suzian]] (mervent Iran, bremañ war tiriad [[Khuzestan]]) hag e [[Sialk]] (kreiz Iran). A-boan eo krog an henoniourien da anavezout orin ar sevenadurezhioù annezet war an douar-mañ, evel [[sevenadurezh Jiroft]], 5000 bloaz zo, a savas kêrioù kalz a-raok ar sevenadurezhioù egiptat ha gresian.
E penn-kentañ ar VII{{vet}} kantved e voe trec'het ar Romaned hag ar Sassanined gant an armeoù [[Islam|muzulman]] hag aloubet Iran. Tamm ha tamm e troas tud ar vro war-zu an Islam, da gentañ tud ar c'hêrioù ha da c'houde al beizanted. Tro d'an IX{{vet}} kantved e voe ar muiañ-niver gant ar vuzulmaniz, hervez kont. Treiñ a reas darn anezho ouzh ar [[Chiitiezh]] avat, dreist-holl e proviñs ar [[Khorasan|C'horasan]]. Dre ma wanae galloud ar galifed [[Abasided|abasid]] e voe savet rouantelezhioù bihan pe brasoc'h en Iran a geveze ouzh [[Badgad]] a-fet sevenadur, o kas war-raok ur sevenadur [[perseg|bersek]] e-liamm ouzh ar sevenadur [[henberseg|henbersek]] ha [[krennberseg|krennbersek]] eus a-raok aloubadeg an [[Arabed]].

Meuriadoù [[Turkeg|turkek]] a voe ivez oc'h ober o zoull pe o reuz er vro betek aloubadeg [[Gengis Khan]] e [[1219]], aloubadeg a zo bet drastus evit ar vro, betek cheñch he aozadur. Dindan beli ar Vongoled e chomas Iran betek [[1335]] pa savas rouantelezhioù lec'hel adarre. Diwar ar rouantelezhioù-se e savas impalaeriezh [[Tamerlan]] er XIV{{vet}} kantved, o krouiñ ur renad a badas betek ar XVI{{vet}} kantved. Renad ar [[Safavided]], a-orin azeri, a gemer ar galloud neuze hag a dro an Iraniz ouzh ar Chiitiezh da vat. Ren [[Abbas Iañ]] (1587-1629) a voe ur mare aour evit Iran, ur mare a beoc'h dre ma savas feurioù-emglev evit chom hep brezeliñ hag mare pinvidik gant ar c'hoñverz ma reas gant ar galloudoù [[Europa|european]]. Diaezamantoù a savas tamm ha tamm avat gant an urzhioù relijiel a bellaas muioc'h-mui diouzh ar Stad. Goude mare Abbas I{{añ}} e krogas mare an diskar evit ar renad safavid. Komañs a reas meuriadoù diavaez (Afghaned) ha diabarzh d'en em gannañ evit seizhañ ar galloud.
E deroù an III{{e}} milved e teu war wel e [[Suz (Elam)|Suz]] un doare skrivañ, deveret eus ar reizhiad sumerian emichañs, evit taolenniñ an [[elameg]], ha difoupañ a ra an Impalaeriezh Elamat, anezhi ur galloud nevez e mervent Iran, kevezer da impalaerezhioù amezek [[Babilon]] hag [[Asiria]]. E-doug an eil milved kent JK ez erru war ar plateiz iranat pobloù a zeu eus kreiz Azia. Komz a raent rannyezhoù eus an [[henberseg]], anezhañ unan eus ar [[yezhoù iranek]] eus kerentiad ar [[yezhoù indezeuropek]], kar d’an [[avesteg]] ha d’ar [[sanskriteg]]. E-kreiz ar VII{{vet}} kantved kent JK, strolladoù meuriadoù iranat, a reer [[Meded]] anezho, a dorr yev an Asirianed hag a ra o renkoù er c’horn-bro. E fin ar memes kantved en em zieub ar Veded hag ar Vabilonianed da vat diouzh ar galloud asirian dre gemer [[Ninive]] e 612 kent JK. D’ar memes mare e teu war wel ar mammennoù kentañ a veneg [[Cyrus I{{añ}}]], roue [[Anshan]], mab-bihan [[Achemenes]], hag eñ diazezer kentañ Impalaeriezh pers, hini an [[Achemenided]].

=== War-zu ar Stad vodern ===
[[Image:180px-Persepolis_iran.jpg|thumb|left|Dismantroù palez an [[Achemenided]], [[Persepolis]].]]
E [[1795]] e voe kemeret ar galloud gant [[Agha Mohammad Shah]] [[Quajar]]. Dindan renad e lignez e voe stabilaet ar vro adarre, met dindan gourdrouz [[Impalaeriezh Rusia]] hag hini ar [[Rouantelezh-Unanet]], a glaske kontrolliñ koñverzh Iran ha lakaat o fri en he aferioù diabarzh. Gant [[Nasseredin Shah]] hag e vinistr [[Amir Kabir]] e voe klasket modernaat ar vro, met kreskiñ a reas ivez fulor ar bobl betek dispac'h bonreizhel 1906. Kreskiñ a reas ivez levezon Breizh-Veur a-feur ma voe kavet [[eoul-maen]] er vro.

Kemeret e voe ar galloud goude ar [[Brezel Bed Kentañ]] gant [[Reza Khan]], un ofiser a renk izel, a yeas da Reza Shah Pahlavi. O klask modernaat muioc'h c'hoazh a vro e freuzas gwirioù ispisial an dud estren bet roet da vare ar renad a-raok ha goulenn a reas e vije paouezet da implij ar ger [[Persia]] gant ar gumuniezh etrevroadel : lakaat a reas an dud d'ober gant '''Iran''' kentoc'h. Klask a reas modernaat ar gevredigezh ivez, difenn d'ar maouezed dougen ar ouel ha rediañ ar wazed d'en em wiskañ e giz ar c'hornôg. Dre ma tostaas re ouzh [[Alamagn]] a-raok an [[Eil Brezel Bed]] e voe rediet da leuskel e garg gant e vab [[Muhammad Reza Pahlavi]] hag ar Breizhveuriz ha kaset e voe d'an harlu. Tamm ha tamm e kouezhas ar vro dindan levezon ar [[Stadoù-Unanet]] a sikouras ar shah da lakaat ur galloud unveli e plas, diaezet war arc'hant an eoul-maen, o leuskel darnoù bras eus ar gevredigezh a-gostez avat.
Mac’herien sklêrijennet e oa an Achemenided. Gallet o doa sevel un impalaeriezh eus ar vent-se dre lezel un tamm emrenerezh d’ar [[satrapiezh]]où a oa holl liammet gant ur rouedad hentoù divent. An istorourien a laka war anv [[Cyrus II]] kentañ disklêriadur gwirioù mab-den. Enskrivet e oa bet gantañ war [[kranenn Cyrus]].

=== Ar republik islamek ===
Brezeliñ a rae an impalaeriezh ouzh ar C’hresianed, hag adalek ren Xerxes I{{añ}} e krogas an diskar anezhi. Goude-se e vo aloubet gant [[Aleksandr Veur]] e 330 kent JK ha kemeret e voe [[Persepolis]], kêr-benn an Achemenided. Lezel a rejont o flas d’ar [[Seleukided]], ur rummad roueed a ziskenne eus jeneraled c’hresian Aleksandr hag a yeas da get e 60 kent JK.
Dispac'h a voe [[1979]] gant mizioù a vanifestadegoù a lakaas ar shah da dec'het kuit. Lies-kenañ e oa luskadoù an dispac'h, met kreñv-tre e voe Rouhollah Khomeini, un ayatolah bet harluet en Europa, enni. Strolladoù-stourm an doueoniezh, anvet Gwarded an Dispac'h, a lakas ar vro en urzh da gentañ, ha buan e seizjont ar galloud lec'hel en Iran a-raok en em lakaat e penn ar jeu er vro a-bezh. Diazezet e voe ar Republik islamek e fin 1979 gant Khomeini evel heñcher-meur. Enkadennoù meur a savas etre ar vro hag ar Stadoù-Unanet, bet lakaet da Satan Veur abalamour da emzalc'h an Amerikaned a-raok an dispac'h, betek afer ar c'hannati, a badas eus 1979 betek 1981.

Brezel a voe d'ar mare-se etre [[Irak]], sikouret gant ar [[Stadoù-Unanet]], hag Iran betek [[1987]]. Mervel a reas Khomeini e [[1989]] ha lakaet [[Ali Khameni]] en e lec'h. Ar bloavezhioù 1990 ha 2000 a voe merket gant kreñvaat al luskad mirour (da skouer gant [[Mahmoud Ahmadinejad]] dilennet da brezidant e [[2005]]) hag ar c'hlask tizhet ar galloud nukleel, sivil ha brezel. Un tu moderoc'h a zeu d'ar galloud er bloavezhioù 2010 gant ar prezidant [[Hassan Rohani]] a glaskas lakaat Iran e-barzh ar jeu er bed (emglev etre Europa, an SUA hag Iran war an nukleel iranat) hag er rannvro ([[Libia]], [[Siria]], [[Irak]]).
Diazezet eo impalaeriezh Part gant daou vreur, [[Arsakes]] ha [[Tiridates]]. En em zistrobañ a reont diouzh yev ar Seleukided e takadoù distro eus norzh Iran war-dro 250 kent JK. Adalek eil hanterenn an II{{l}} kantved hepken e profit ar Barted, diskennidi ar [[Skited]], eus gwander ar Seleudiked evit kontrollañ tamm-ha-tamm an holl diriadoù er reter da Siria. E 224 ez echuas an impalaeriezh-mañ war a seblant, pa voe roet lamm d’ar roue [[Artaban IV]] gant unan eus e wizien, eus rummad-roueed ar [[Sasanided]].

An eil impalaeriezh pers eo impalaeriezh ar Sasanided, anezho pevare rummad-roueed Iran (226-651). Ar Sasanided e voe ar re gentañ oc’h ober ''Eranshahr'' pe Iranshahr {{Perseg| ايرانشهر}} eus o impalaeriezh. Talvezout a ra kement ha "Douar an Arianed".

Mare ar Sasanided, e-pad an Henamzer, a seller outañ evel unan eus ar prantadoù pouezusañ en istor Iran. War tachennoù a-leizh en deus gwelet sevenidigezhioù brasañ ar sevenadurezh pers ha kalz a levezon en deus bet war ar sevenadurezh roman. Aet eo levezon sevenadurel ar Sasanided kalz en tu-hont da harzoù an impalaeriezh, betek tizhout kornôg Europa, Afrika, Sina hag India. Padout a reas al levezon-se e-pad ar prantad islamek. <ref>Zarinkoob, p. 305.</ref>.

Goude bezañ roet lamm d’an arme vizantat e [[Damask]] e [[635]] e krog [[Abou Bakr]] da aloubiñ Iran. E 637 ez aloub an armeoù arab kêr-benn ar Sasanided, [[Ktesifon]], a adanvont Madain. E 641-642 e trec’hont arme ar Sasanided en [[emgann Nahavand]], ha dre se e tigoront an hent da alouberezh Iran a-bezh. Buan a-walc’h e troas tud ar c’hêrioù ouzh an islam, rak emsav e oa. Gorrekoc’h e voe an distro e-touez ar beizanted hag an ''dikhaned'' (perc’henned douar). En IX{{vet}} kantved hepken e teuas ar muiañ-niver eus Iraniz da vezañ muzulman. Bezañ ma veze techet an alouberien, ha dreist-holl an [[Omeyyaded]] (ar remziad war-lerc’h [[Muhammad]] hag ar pevar c’halif kentañ etre 661 ha 750), da lakaat an Arabed da dremen da gentañ e-touez ar vuzulmaned, e reas Iraniz o zoull tamm-ha-tamm er gumuniezh nevez.

En VIII{{vet}} kantved, [[Khorasan]], unan eus ar proviñsoù bras e gwalarn ar vro (a oa enni d’ar mare-se [[Tadjikistan]], [[Afghanistan]] ha [[Turkmenistan]] bremañ), a yeas a-du gant kredenn ar [[Chiited]] evit en em zizober diouzh aotrouniezh an Arabed. Dont a ra da vezañ ur greizenn enebiñ ouzh ar galloud, hag e [[748]] e tistag un emsavadeg a roio lamm da rummad-roueed an [[Omeyyaded]].

Diskenn a ra ar rummadoù-roueed o deus renet war-lerc’h an [[Abasided]] eus meuriadoù brezelerien gantreat, turkegerien anezho, a oa aet adalek [[kreiz Azia]] betek [[Transoksian]] abaoe ouzhpenn ur milved. Bep ma tigresk galloud ar galifed e teu war wel rummadoù-roueed dizalc’h e meur a lec’h en Iran. Darn anezho a oa galloudus ha levezonus-bras. E-touez ar re-se e c’haller menegiñ [[Tahirided]] [[Khorasan]] (820-872), ar [[Safarided]] e [[Sistan]] (867-903) hag ar [[Samanided]], a orin eus [[Boukhara]]. An emired [[samanid]] a denno o mad eus nerzh o armerzh hag o soudarded evit ober eus o lez e [[Boukhara]] hag eus o c’hêrioù-penn rannvroel ([[Samarkand]], [[Balkh]], [[Merv]], [[Nichapour]]) kreizennoù evit buhez ar spered, kevezerien da v[[Baghdad]]. Ouzhpenn ar sevenadur arab klasel e raint evit difluk al lennegezh e perseg modern (enebet ouzh [[henberseg]] an [[Achemenided]] hag ouzh [[krennberseg]] ar [[Sasanided]]). Evito da vezañ Sunnited e roint o gwarez da brederourien a oa o mennozhioù enep ar reizhkredenn a-wechoù.

E 962 ez aloub ur gouarnour a orin turk kêr [[Ghazna]] (en Afghanistan bremañ). Diazezañ a ra ur rummad-roueed, ar c’h[[Ghaznevided]] anezho, hag a reno war [[Khorasan]], kêr [[Ghazna]] ha [[Panjâb]]. Dindan paeroniezh [[Mahmûd de Ghaznî]], an trede hini eus ar c’h[[Ghaznevided]], e vo lakaet dre skrid, e perseg, mojennoù dre gomz ar Bersed (''[[Shâh Nâmâ]]'', da lavaret eo "Levr ar Roueed").

Da c’houde ez eus kollet lies kêr gant ar Samanided e-kerz ur strollad turk nevez-erruet er vro, ar [[Seljoukided]], ur c’hlan pobloù turk [[Oghouz]] anezho, hag a oa o vevañ a-raok en norzh d’an [[Oksus]] ([[Amou Darya]] bremañ). Gant o fenn-meuriad [[Toghrul-Beg]] eo bet kaset o soudarded enep [[Ghaznevided]] Khorasan da gentañ. E-pad ren unan eus warlerc’hidi Toghrul-Beg, [[Malik Shah Iañ|Malik Shah]] e anv (1072 - 1092), ez anavez Iran un azginivelezh a-fet sevenadur ha skiant, a lakaer war gont e vizir donezonet, [[Nizam al-Mulk]]. Gant ar renerien-se eo bet krouet arsellva [[Esfahan]] m’en deus graet [[Omar Khayyam]] an darn vrasañ eus e arnodennoù a-benn krouiñ un deiziadur nevez, o lakaat ur bloavezh bizeost hag o vuzuliañ pad ar bloaz evel 365,24219858156 devezh. Oberennoù arz puilh ha brav a vez savet ivez gant ar Seljoukided d’ar mare-se.

[[Image:Carte Iran 1000.png|thumb|left|Kartenn Iran e-tro ar bloavezh 1000]]

Goude marv Malik Shah e 1092 eo renet Iran c’hoazh gant remziadoù lec’hel. E-keit-se e vod [[Gengis Khan]] meuriadoù mongol. E 1219 e kas e armeoù 700 000 a dud war-du ar c’hornôg hag e trast buan [[Boukhara]], [[Samarkand]], [[Balkh]], [[Merv]] ha [[Nichapur]]. A-raok e varv e 1227 e tizh kornôg [[Azerbaidjan]] en ur breizhañ ha deviñ ar c’hêrioù war e hent. Drastus eo alouberezh Iran gant ar Vongoled evit Iraniz. Distrujet ez eus bet [[qanat]]où a-leizh (reizhiadoù dourañ hengounel) ha dre se ez eus bet gwastet ur rouedad annez a oa didroc’h a-walc’h hag ez eus bet krouet lies kêr-[[oaziz]] war un douar ma oant dibaot a-ziaraok. Kalz a annezidi zo lazhet, ar baotred dreist-holl, hag etre 1220 ha 1258 e tigresk trumm poblañs Iran. Goude marv unan eus ar roueed vongol diwezhañ, [[Abu Said]], e 1335, e kouezh Iran adarre etre daouarn meur a remziad lec’hel ha dizalc’h : ar v[[Muzafarided]], ar [[Jalayirided]] pe re all.

[[Tamerlan]] eo an impalaer da-heul. A orin turk pe mongol e oa hervez ar mammennoù. Da gentañ ez aloubas [[Transoksian]] hag e reas eus [[Samarkand]] e gêr-benn. E 1381 a-benn ar fin e teu da vezañ impalaer Iran a-bezh. Impalaeriezh an Dimurided, krignet gant stourmoù diabarzh, a ya e tammoù e 1507 pa vez kemeret Samarkand gant Ouzbeked eus rummad-roueed ar [[Chaybanided]]. D’an ampoent emañ ar [[Safavided]], a orin eus [[Ardabil]] en Azerbaidjan iranat, o vont da gemer ar galloud e kornôg Iran ha da aloubiñ en-dro un darn vat eus tiriad Iran evel ma oa da vare ar [[Sasanided]].

Ezel eo ar Safavided eus un urzh relijiel [[soufi]], ar g[[Qizilbash]]. Kemer a reont [[Tabriz]] e 1501, hag ober o c’hêr-benn anezhi. Diwar atiz [[Ismail Iañ]], roue kentañ ar Safavided anezhañ, e tro Iran ouzh ar [[chiism]]. Gant an distro-se e tiskouez he youl da gemer he c’hreñv war aotrouniezh an Otomaned sunnit ha da grouiñ un identelezh iranat dibar.

[[Image:Intérieur masjed-e-sheikh lotfollah esfahan.jpg|thumb|right|Diabarzh [[moskeenn ar Sheikh Lutfallah]], [[Ispahan]].]]

E barr o brud emañ ar Safavided dindan ren Shah [[Abbas Iañ]] (1587 - 1629) : dont a ra a-benn d’en em zizober diouzh ar gourdrouzoù diavaez dre sinañ feurioù-emglev. Kempouezañ a ra galloud ar strolladoù armet dre grouiñ ur rann-arme gant Armeniz ha Georgiz feal dezhañ, astenn an tiriad meret gant e Stad ha kreizennañ muioc’h c’hoazh ar velestradurezh. Skoazellet en deus ivez an ensavadurioù relijiel dre sevel moskeennoù ha [[madrasa]]où (skolioù relijiel). Padal, dindan e ren e weler an ensavadurioù relijiel hag ar Stad o tisrannañ tamm-ha-tamm, en ul lusk war-du un urzhaz relijiel dizalc’h. Un oadvezh aour eo e ren ivez evit ar c’henwerzh hag an arzoù. Degemer a ra kenwerzherien estren (Breizhveuriz, Hollandiz, Frañsizien hag all) goude bezañ argaset Portugaliz a zalc’he [[strizh-mor Ormouz]].

[[Image:Map Safavid Persia-fr.png|thumb|left|Kartenn eus ar Stad Safavid.]]

Goude marv Shah Abbas e krog da vat diskar ar Safavided. An diskar-se a roio an tu da veuriadoù afghan da vezañ trec’h meur a wech war harzoù ar c’hornôg e 1722 ha da vont buan betek ar gêr-benn, o lakaat un termen da rummad-roueed ar Safavided. Berr a-walc’h eo dreistelezh an Afghaned. Tahmasp Quli, ur penn-meuriad Afshar anezhañ, a gemer penn un arme en anv diskennidi ar Safavided. Argas a ra an Afghaned diouzh tiriad Iran hag e 1736 e kemer ar galloud dindan an anv [[Nâdir Shâh]]. Neuze ez aloub en-dro tiriad Iran a-bezh, adalek [[Georgia]] hag [[Armenia]] betek [[Afghanistan]] hag ez aoz taolioù-brezel a gaso anezhañ betek [[Delhi]] e 1739. Lakaat a ra kêr en arigrap, ha degas diouti teñzorioù marzhus. Drouklazhet eo e 1747 gant pennoù eus e veuriad dezhañ, an Afshared, a roio o anv da rummad-roueed an [[Afsharided]] a vo war-lerc’h.

Goude-se ez a ar vro gant stourmoù etre meuriadoù a glask kemer ar galloud : an [[Afsharided]], an Afghaned, ar g[[Qajared]] hag ar [[Zanded]]. A-benn ar fin eo [[Karim Khan]] [[Zand]] a gemer ar galloud e 1750. Dont a ra a-benn da adunvaniñ ar vro a-bezh nemet [[Khorasan]] a chom dizalc’h diouzh ar galloud kreiz. Karim Khan Zand a nac’ho kemer an titl a ''Shah'' hag a gavo gwelloc’h bezañ lakaet ''Vakil ar-Ra'aayaa'' ("Mestr ar beizanted "). Chomet eo brudet en Iran evit e ren moder hag emsav evit ar vro. Pa varv e 1779 e c’hoarvez ur stourm all evit ar galloud a veuzo ar vro en anarkiezh. A-benn ar fin ez eo [[Agha Mohammad Shah]] [[Qajar]] a gemer ar galloud dre drec’hiñ e [[Kerman]] e [[1794]] Shah diwezhañ ar remziad Zand, [[Lotf Ali Khan]]. Evel-se e ra e renkoù er vro hag e tiazez e [[1795]] rummad-roueed ar g[[Qajared]] a bado betek [[1925]].

Dindan ren [[Fath Ali Shah Qajar|Fath Ali Shah]] ([[1797]] - [[1834]]), [[Mohammad Shah Qajar|Mohammad Shah]] ([[1835]] - [[1848]]) ha [[Nasseredin Shah]] ([[1848]] - [[1896]]) ez adkav ar vro an urzh, ar stabilded hag an unvaniezh. Dont a ra ar varc’hadourien (''bazaried'') hag an [[Oulema]]ed (pennoù relijiel) da vezañ izili bouezus eus kevredigezh Iran.

Adalek penn kentañ an XIX{{vet}} kantved eo krog ar gQajared hag Iran a-bezh da c’houzañv gwask a-berzh div Stad vras : [[Rusia]] ha [[Breizh-Veur]]. Da c’houde o deus renet an div Stad-se war kenwerzh Iran hag emellet int eus aferioù diabarzh ar vro. Rak o vezañ ma oa gwan a-walc’h ar galloud kreiz ha goubrenet a-walc’h renkad ar renerien, ar riezoù trevadennour o doa gallet tennañ o mad eus ar blegenn-se gant o soudarded gwelloc’h hag o zeknologiezh.

[[Image:TabrizRevolutionaries.JPG|thumb|left|Strollad dispac’herien e [[Tabriz]]. Er c’hreiz : [[Sattar Khan]] ha [[Bagher Khan]].]]

Krog eo an arnodoù kentañ evit modernaat Iran dindan ren [[Nasseredin Shah]], a-drugarez d’e gentañ ministr [[Amir Kabir]] en deus adreizhet sistem an tailhoù, kreñvaet ar c’hontroll kreiz war ar velestradurezh, broudet ar c’henwerzh hag ar greanterezh ha digresket levezon ar c’hloer chiit hag ar galloudoù estren. Gantañ eo fontet [[Dar-ol Fonoun]], kentañ skol uhel Iran e [[1851]].

Gant ar roueed Qajar da-heul e kresko muioc’h c’hoazh fulor ar bobl hag ar goulenn adreizhoù, betek [[dispac’h bonreizhel Iran| dispac’h bonreizhel]] 1906.

E-pad ar brezel-bed kentañ e kresko levezon Breizh-Veur zo dedennet muioc’h-mui gant ar vro abaoe ma’z eus bet dizoloet eoul-maen e [[Khuzestan]] e 1908. Klask a reont lakaat un emglev saoz-pers e 1919 met nac’het eo gant ar parlamant.

[[Image:Rezashah.jpg|thumb|right|[[Reza Pahlavi|Reza Khan Mir Panj]], deuet da vezañ Reza Shah Pahlavi]]

Nebeut goude, ofiser brigadenn ar gozaked, [[Reza Khan]], a gemer ar galloud gant un taol-stad e Teheran ha pevar bloaz war-lerc’h e teu da vezañ Reza Shah Pahlavi, o lakaat Iran da vont en ur maread nevez eus hec’h istor. Raktresoù uhel en deus Reza Shah evit modernaat Iran : diorren greanterezhioù pounner, krouiñ danframmoù a-zoare, sevel un hent-houarn broadel, krouiñ ur reizhiad deskadurezh publik broadel, adreizhañ ar justis (kontrollet e oa gant ar c’hloer chiit betek-henn), gwellat ar yec’hedoniezh hag ar reizhiad yec’hed. Evit se en doa ezhomm eus ur gouarnamant kreizennet ha kreñv, hag a vuioc’h a zizalc’hiezh e-keñver Breizh-Veur ha Rusia. Se zo kaoz e nullas ar gwirioù ispisial grataet d’an estrenien e-pad ar maread [[Qajar]].

D’an 21 a viz Meurzh 1935 e c’houlenn ent ofisiel digant ar gumuniezh etrebroadel chom hep ober gant an termen '''Persia''' hag implijout '''Iran''' evit ober anv eus e vro. D’ar memes bloavezh e tifenn ouzh ar maouezed dougen ar ouel hag e redi ar wazed da wiskañ dilhad diouzh giz ar c’hornôg.

Nec’het eo Breizveuriz gant an tostaat etre Reza Shah hag [[Alamagn]] a rae kalz evit greanterezh ar vro (kentañ keveler kenwerzhel Iran e oa e 1939). Pa darzh ar brezel e c’houlenn Breizhveuriz digant Reza Shah argas ar geodedourien alaman diouzh ar vro. Hennezh a nac’h. Rediet eo da reiñ an dilez eus e garg evit e vab [[Muhammad Reza Pahlavi]] ha kaset eo en harlu gant Breizhveuriz. Mervel a ray e [[Johannesburg]] e [[1944]].

Pouezus-bras eo bet aloubidigezh Iran evit an unvanidi ha roet he deus an tu da dostaat Iran ouzh broioù ar c’hornôg. E miz Gwengolo 1943 e tisklêr Iran ar brezel da [[Alamagn]], hag abalamour da se he deus gallet dont da vezañ ezel eus [[Aozadur ar Broadoù Unanet]]. E miz Du er memes bloavezh emañ [[kendalc’h Teheran]] ma kadarna en-dro [[Winston Churchill|Churchill]], [[Franklin Delano Roosevelt|Roosevelt]] ha [[Staline]] o engouestl evit dizalc’hiezh Iran.

E miz Kerzu 1945, [[Strollad demokratel Azerbaidjan]], zo liammet ouzh an [[Tudeh]] ha renet gant Pishevari, a gemenn krouidigezh ur republik emren hec’h anv [[Gouarnamant pobl Azerbaidjan]], skoazellet gant URSS. D’an ampoent eo krouet [[Republik Mahabad]] gant emrenerien gurd, e Kurdistan iranat. Skoazellet e vez an div republik emren-se gant URSS hag an arme soviedel a ac’hub takadoù eus [[Khorasan]], [[Gorgan]], [[Mazandaran]] ha [[Gilan]]. E miz Kerzu 1946, en amboaz eus an dilennadegoù evit ar parlamant, e kas [[Ghavam os-Saltaneh]] (kentañ ministr) arme Iran da Azerbaidjan ha da Gurdistan. Disac’hañ a ra ar gouarnamantoù republikan, ha n’int ket skoazellet ken gant URSS.

[[Image:28mordad1332.jpg|thumb|right|Soudarded en-dro da savadur ar [[Majles]] e [[Teheran]] d’an 19 a viz Eost 1953.]]

E [[1953]] eo bannet [[Muhammad Mossadegh]] diouzh ar galloud da-heul un irienn punet gant servijoù kuzh Breizh-Veur ha Stadoù-Unanet Amerika. Krog e oa da vroadelañ an eoul-maen. Goude diskar Mossadegh e laka Muhammad Reza Chah Pahlavi tamm-ha-tamm e plas ur renad diharz e veli diazezet war ar skoazell amerikan. E [[1955]] eo Iran ezel eus [[emglev Baghdad]] hag en em gavout a ra e kamp an Amerikaned e-pad ar [[brezel yen]]. Muhammad Reza Shah a voderna greanterezh Iran. Gant korvoderioù bras an eoul-maen ez a Iran tre en ur mare berzh, met gouzañv a ra ar gevredigezh abalamour d’an diouer a frankizoù.

Goude m’eo bet ar bobl o sevel he mouezh hag o vanifestiñ e-pad mizioù, e tec’h [[Mohammad Reza Pahlavi]] d’ar 16 a viz Genver [[1979]]. D’ar 1{{añ}} a viz C’hwevrer 1979 e teu en-dro Rouhollah Khomeini da Iran goude un harlu 15 vloaz e [[Turkia]], en [[Irak]] hag e [[Frañs]] erfin. Diskar a ra gournamant ar Shah d’an 11 a viz C’hwevrer. Laouen-bras e oa an dud en Iran gant diskar ar Shah, met dizemglev a oa diwar-benn amzer da zont ar vro. Tra ma oa Khomeini ar politikour poblekañ, e oa degadoù a strolladoù dispac’hel, dezho pep a savboent disheñvel a-zivout dazont Iran. Bez’ e oa kavailhoù frankizour, marksour, anarkour ha laik, hag ur bern strolladoù relijiel o klask stummañ amzer da zont Iran.

An deologourien an hini eo ar re gentañ o lakaat an urzh da ren en-dro er vro, war-bouez poellgorioù lec’hel. Ar strolladoù-se, a anavezer dindan an anv Gwarded an Dispac’h adalek miz Mae 1979, o deus kemeret ar galloud buan er gouarnamantoù lec’hel en Iran a-bezh, hag evel-se o deus paket an darn vrasañ eus ar galloudoù. A-benn ar fin ez eus bet aozet ur referendom e fin 1979, ha diazezet ar republik islamek evel m’eo empennet gant Khomeini, renet gant un heñcher meur.

Studierien iranat, harpet gant ar [[Mujaheddin-e-Khalq]], a arsailh kannati ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] e [[Teheran]] d’ar 4 a viz Du [[1979]] hag aloubiñ anezhañ betek an 20 a viz Genver [[1981]]. (sellet ouzh [[Enkadenn gouestlidi Iran]]).
Gant melestradur [[Jimmy Carter|Carter]] eo paouezet an darempredoù diplomatel gant Iran ha lakaet kastizoù armerzhel d’ar 7 a viz Ebrel [[1980]].

D’an 22 a viz Gwengolo [[1980]] e krog ar brezel Iran-Irak. Klask a ra politikerezh ofisiel ar Stadoù-Unanet lakaat Iran en distro. Armoù ha teknologiezh a vez pourchaset gant ar Stadoù-Unanet hag o c’hevredidi da [[Saddam Hussein]]. En un doare fentus a-walc’h, izili eus melestradur Reagan a werzh armoù ha pezhioù distag dre guzh da Iran, er pezh a anver an [[afer Iran-Contra]]. A-benn ar fin ez asant Iran d’an harz-an-tan goulennet gant disentez [[Aozadur ar Broadoù Unanet|ABU]] d’an 20 a viz Gouere [[1987]].

Goude marv Khomeini d’an 3 a viz Mezheven [[1989]], e tibab Bodadeg ar vailhed, anezhi ur c’horf dilennet enni relijiuzed a skiant, ar prezidant kozh, an [[ayatollah]] [[Ali Khamenei]] da Heñcher Meur.

[[Image:Iran.MohammadKhatami.01.jpg|thumb|right|[[Muhammad Khatami]].]]

E-pad [[Brezel ar Pleg-mor]] e [[1991]] e chom neptu ar vro. Ne ra nemet kondaoniñ ar Stadoù-Unanet, lezel kirri-nij Irak da zouarañ en Iran ha lezel repuidi Irak da zont en he ziriad. Dilennet eo ar prezidant [[Hachemi Rafsandjani]] en-dro e [[1993]] gant ur muiañ-niver izeloc’h ; lod a soñj, e broioù ar c’hornôg, eo izeloc’h an niver a vouezhioù abalamour m’eo kerseet an dud da-heul an armerzh o vont da fall. Dont a ra [[Muhammad Khatami]], ur relijiuz moder anezhañ, da-heul Rafsandjani e [[1997]]. Hennezh a rank bleinañ ar vro etre goulennoù ur gouarnamant a glask ober adreizhoù ha frankizañ ar vro un tamm bennak hag ur c’hloer mirour-kenañ. En he barr emañ ar rann-se e miz Gouere [[1999]], gant manifestadegoù ar studierien enep ar gouarnamant e straedoù [[Teheran]]. Dilennet eo Khatami en-dro e miz Mezheven [[2001]], ha goude-se e labour ar virourien e gouarnamant Iran evit distabilaat al luskad adreizher, dre verzañ ar c’hazetennoù frankizour ha lakaat er-maez an danvez-kannaded. Da-heul ar c’hrog-se war an eneberezh, ha Khatami chomet berr o klask adreizhañ ar gouarnamant, eo deuet ar yaouankizoù da vezañ dinershoc’h-dinerzh. [[Mahmoud Ahmadinejad]], maer [[Teheran]], ur mirour daonet anezhañ, zo dilennet da brezidant e 2005. En dilennadeg-se e oa bet lakaet er-maez tremen 1000 emstriver gant Kuzul ar Warded. Neuze e weler ar prezidant o prezegenniñ taer enep ar sionegezh, hag an Amerikaned o pouezañ evit herzel ar [[programm nukleel iranat]]. Hervez an Amerikaned, ha daoust d’ar pezh a vez embannet gant gouarnamant Iran, e c’hallfe ar programm-se bezañ implijet da fardañ armoù nukleel.

''Gwelet ivez : [[Roll renerien Iran]]''

== Douaroniezh ==
== Douaroniezh ==

16vet bro ar bed eo Iran e-keñver gorread. Kement eo hag ar [[Rouantelezh-Unanet]], [[Frañs]], [[Spagn]] hag [[Alamagn]] a-gevret. 1 648 000 km2 eo he gorread.
16vet bro ar bed eo Iran e-keñver gorread. Kement eo hag ar [[Rouantelezh-Unanet]], [[Frañs]], [[Spagn]] hag [[Alamagn]] a-gevret. 1 648 000 km2 eo he gorread.

Meur a aradennad-venezioù a verk dremm ar vro, o tispartiañ diazadoù hag uhelgompezennoù an eil re diouzh ar re all. Al lodenn gornôg – an hini bobletañ – eo an hini meneziekañ, gant aradennadoù evel hini [[Zagros]] pe hini [[Elbourz]] ; en aradennad diwezhañ-mañ emañ menez uhelañ Iran, an [[Damāvand]] a dizh 5 607 m. Ober a reer [[uhelgompezenn iranat]] eus an takad zo etre an aradennadoù-menezioù e reter hag e kornôg ar vro. En hanterenn reter ez eus dreist-holl un toullad diazadoù spagn didud (evel an [[Dasht-e Kavir]]) dasstrewet gant un nebeudig lennoù sall.
Meur a aradennad-venezioù a verk dremm ar vro, o tispartiañ diazadoù hag uhelgompezennoù an eil re diouzh ar re all. Al lodenn gornôg – an hini bobletañ – eo an hini meneziekañ, gant aradennadoù evel hini [[Zagros]] pe hini [[Elbourz]] ; en aradennad diwezhañ-mañ emañ menez uhelañ Iran, an [[Damāvand]] a dizh 5 607 m. Ober a reer [[uhelgompezenn iranat]] eus an takad zo etre an aradennadoù-menezioù e reter hag e kornôg ar vro. En hanterenn reter ez eus dreist-holl un toullad diazadoù spagn didud (evel an [[Dasht-e Kavir]]) dasstrewet gant un nebeudig lennoù sall.

Krin pe damgrin eo hin Iran dreist-holl, hag istrovanel a-hed aod [[mor Kaspia]]. E lodenn norzh ar vro (plaenenn aod Kaspia) e tiskenn ral a wech ar gwrezverkoù dindan 0°C er goañv, ha gleb e chom an amzer a-hed ar bloaz. E-pad an hañv e pign ral a wech ar gwrezverkoù a-us 29 °C. E-korf ur bloavezh e vez 680mm a c’hlaveier er reter ha 1700 mm er c’hornôg. E kornôg ar vro, e traoñiennoù ar Menezioù [[Zagros]] e vez gwrezverkoù dindan 0°C e-pad ar goañv ha gwall varradoù erc’h. Krin-kenañ eo an diazadoù e reter hag e kreiz ar vro, gant nebeutoc’h eget 200 mm a c’hlaveier bep bloaz ha gwrezverkoù en tu all da 38 °C e-pad an hañv. Gant plaenennoù [[pleg-mor Pers]] e vez goañvoù kerreizh ha hañvoù tomm-gor ha gleb-dour. Eno e vez etre 135 mm ha 355 mm a c’hlaveier.
Krin pe damgrin eo hin Iran dreist-holl, hag istrovanel a-hed aod [[mor Kaspia]]. E lodenn norzh ar vro (plaenenn aod Kaspia) e tiskenn ral a wech ar gwrezverkoù dindan 0 °C er goañv, ha gleb e chom an amzer a-hed ar bloaz. E-pad an hañv e pign ral a wech ar gwrezverkoù a-us 29 °C. E-korf ur bloavezh e vez 680mm a c’hlaveier er reter ha 1700 mm er c’hornôg. E kornôg ar vro, e traoñiennoù ar Menezioù [[Zagros]] e vez gwrezverkoù dindan 0 °C e-pad ar goañv ha gwall varradoù erc’h. Krin-kenañ eo an diazadoù e reter hag e kreiz ar vro, gant nebeutoc’h eget 200 mm a c’hlaveier bep bloaz ha gwrezverkoù en tu all da 38 °C e-pad an hañv. Gant plaenennoù [[pleg-mor Pers]] e vez goañvoù kerreizh ha hañvoù tomm-gor ha gleb-dour. Eno e vez etre 135 mm ha 355 mm a c’hlaveier.

Emañ Iran en un takad distabil-kenañ eus ar voull-douar, hag ingal e vez skoet gant krenoù-douar. D’ar 26 a viz Kerzu [[2003]] e oa bet skoet korn-bro [[Bam]], e su ar vro, gant ur c’hren-douar bras hag en deus distrujet aspadennoù an [[Arg-e Bam]], ur gêr eus an Henamzer.
Emañ Iran en un takad distabil-kenañ eus ar voull-douar, hag ingal e vez skoet gant krenoù-douar. D’ar 26 a viz Kerzu [[2003]] e oa bet skoet korn-bro [[Bam]], e su ar vro, gant ur c’hren-douar bras hag en deus distrujet aspadennoù an [[Arg-e Bam]], ur gêr eus an Henamzer.
Linenn 162: Linenn 103:

== Politikerezh ==
== Politikerezh ==

Abaoe m’eo bet diazezet ar Republik Islamek e tiskouez Iran ur reizhiad ensavadurioù dibar-kaer. Ur republik m’emañ ar veli gant ar veleien, un dra na gaver neblec’h all er bed, gant ur meskad pennaennoù belegveliek ha dilennadegoù poblel. Iran eo ar stad [[chiit]] nemeti ent ofisiel er bed muzulman. Diazezet eo reizhiad politikel ar Republik islamek war bonreizh [[1979]] a reer "''Qanun-e Asasi''" ("Lezenn Diazez") anezhi. E-barzh ar reizhiad ez eus meur a gorf gouarn liammet-strizh, a vez anvet an darn vrasañ anezho (n’eus nemet ar prezidant, izili ar parlamant hag izili [[bodadeg ar vailhed]] a gement a vez dilennet).
Abaoe m’eo bet diazezet ar Republik Islamek e tiskouez Iran ur reizhiad ensavadurioù dibar-kaer. Ur republik m’emañ ar veli gant ar veleien, un dra na gaver neblec’h all er bed, gant ur meskad pennaennoù belegveliek ha dilennadegoù poblel. Iran eo ar stad [[chiit]] nemeti ent ofisiel er bed muzulman. Diazezet eo reizhiad politikel ar Republik islamek war bonreizh [[1979]] a reer "''Qanun-e Asasi''" ("Lezenn Diazez") anezhi. E-barzh ar reizhiad ez eus meur a gorf gouarn liammet-strizh, a vez anvet an darn vrasañ anezho (n’eus nemet ar prezidant, izili ar parlamant hag izili [[bodadeg ar vailhed]] a gement a vez dilennet).

===Ar galloud erounit===
=== Ar galloud erounit ===
====An Heñcher meur====
==== An Heñcher meur ====
Heñcher meur Iran zo e garg goursellet "politikerezh hollek Republik islamek Iran". Komandant an armeoù eo-eñ. Kontrollañ a ra ar servijoù kuzh hag an oberoù liammet ouzh ar surentez. Eñ hepken a c’hall disklêriañ ar brezel. Eñ eo an hini nemetañ en ensavadurioù ar Stad a rank bezañ ur relijiuz. E karg emañ bodadeg ar vailhed da c’hoursellet an heñcher meur en e zeverioù lezennel.
Heñcher meur Iran zo e garg goursellet "politikerezh hollek Republik islamek Iran". Komandant an armeoù eo-eñ. Kontrollañ a ra ar servijoù kuzh hag an oberoù liammet ouzh ar surentez. Eñ hepken a c’hall disklêriañ ar brezel. Eñ eo an hini nemetañ en ensavadurioù ar Stad a rank bezañ ur relijiuz. E karg emañ bodadeg ar vailhed da c’hoursellet an heñcher meur en e zeverioù lezennel.
An heñcher meur bremañ eo an [[Ayatollah]] [[Ali Khamenei|Ali Hossein Khamenei]].
An heñcher meur bremañ eo an [[Ayatollah]] [[Ali Khamenei|Ali Hossein Khamenei]].

====Ar prezidant====
==== Ar prezidant ====
Hervez ar vonreizh eo ar prezidant pennadurezh uhelañ ar Stad war-lerc’h an heñcher meur.
Hervez ar vonreizh eo ar prezidant pennadurezh uhelañ ar Stad war-lerc’h an heñcher meur.
Dilennet e vez hervez ar mouezhiañ hollek evit ur respet pevar bloaz. Ret eo d’an dud a laka o anv evit dont da vezañ prezidant bezañ aotreet gant Kuzul ar warded. Lakaat ar vonreizh da dalvezout hag embreger ar galloud erounit eo e garg, nemet ar galloudoù zo stag ouzh an heñcher meur war-eeun. Ar prezidant a anv hag a c’hoursell Kuzul ar Vinistred, a genurzh divizoù ar gouarnamant hag a zibab divizoù ar gouarnamant a vez kaset d’ar parlamant. Skoazellet e vez ar prezidant gant eizh besprezidant hag ur c’habined 21 ministr a rank holl bezañ aprouet gant ar parlamant.
Dilennet e vez hervez ar mouezhiañ hollek evit ur respet pevar bloaz. Ret eo d’an dud a laka o anv evit dont da vezañ prezidant bezañ aotreet gant Kuzul ar warded. Lakaat ar vonreizh da dalvezout hag embreger ar galloud erounit eo e garg, nemet ar galloudoù zo stag ouzh an heñcher meur war-eeun. Ar prezidant a anv hag a c’hoursell Kuzul ar Vinistred, a genurzh divizoù ar gouarnamant hag a zibab divizoù ar gouarnamant a vez kaset d’ar parlamant. Skoazellet e vez ar prezidant gant eizh besprezidant hag ur c’habined 21 ministr a rank holl bezañ aprouet gant ar parlamant.
Prezidant ar Republik bremañ eo [[Mahmoud Ahmadinejad]] (dilennet e miz Mezheven [[2005]]).
Prezidant ar Republik bremañ eo [[Mahmoud Ahmadinejad]] (dilennet e miz Mezheven [[2005]]).

===Ar galloud lezenniñ===
=== Ar galloud lezenniñ ===
====Ar Parlamant (Majles)====
==== Ar Parlamant (Majles) ====
Er [[Majles-e Shura-ye Eslami]] (bodadeg kuzuliañ islamek) ez eus 290 kannad dilennet evit ur respet pevar bloaz. Ar Majles a fard al lezennoù, a wirieka ar feurioù-emglev etrebroadel hag a aprou budjed ar vro. An holl re a laka o anv evit bezañ dilennet er parlamant a rank bezañ aotreet gant [[Kuzul ar warded]]. Sezoù a vez miret evit ar minorelezhioù relijiel.
Er [[Majles-e Shura-ye Eslami]] (bodadeg kuzuliañ islamek) ez eus 290 kannad dilennet evit ur respet pevar bloaz. Ar Majles a fard al lezennoù, a wirieka ar feurioù-emglev etrebroadel hag a aprou budjed ar vro. An holl re a laka o anv evit bezañ dilennet er parlamant a rank bezañ aotreet gant [[Kuzul ar warded]]. Sezoù a vez miret evit ar minorelezhioù relijiel.
[[Image:180px-Jalaseh_Majles.jpg|thumb|200px|Ar vodadeg kuzuliañ islamek.]]

E mouezhiadeg ar gannaded d'an 21 a viz C'hwevrer 2020 e voe trec'h ar virourien.
===Ar galloud barnerezhel===

=== Ar galloud barnerezhel ===
Gant an heñcher meur e vez anvet penn ar galloud barnerezhel hag a anv d’e dro rener al lez veur hag ar pennprokulor. Meur a seurt lezvarn zo, en o zouez al lezvarnioù publik a bled gant an aferioù keodedel ha kastizel, hag al lezvarnioù dispac’hel a bled gant aferioù evel an torfedoù enep ar [[surentez vroadel]]. Peurglozus eo divizoù al lezioù dispac’hel ha ne c’haller ket ober galv diwarno. Al lezvarn arbennik kloerel a bled gant an torfedoù graet gant izili ar c’hloer, daoust ma pled ivez gant aferioù enno tud laik. Mont a ra en-dro distag diouzh ar reizhiad barnerezhel ordinal ha ne rent kont nemet d’an heñcher meur. Peurglozus eo divizoù al lezvarn-se ivez ha ne c’haller ket ober galv diwarno.
Gant an heñcher meur e vez anvet penn ar galloud barnerezhel hag a anv d’e dro rener al lez veur hag ar pennprokulor. Meur a seurt lezvarn zo, en o zouez al lezvarnioù publik a bled gant an aferioù keodedel ha kastizel, hag al lezvarnioù dispac’hel a bled gant aferioù evel an torfedoù enep ar [[surentez vroadel]]. Peurglozus eo divizoù al lezioù dispac’hel ha ne c’haller ket ober galv diwarno. Al lezvarn arbennik kloerel a bled gant an torfedoù graet gant izili ar c’hloer, daoust ma pled ivez gant aferioù enno tud laik. Mont a ra en-dro distag diouzh ar reizhiad barnerezhel ordinal ha ne rent kont nemet d’an heñcher meur. Peurglozus eo divizoù al lezvarn-se ivez ha ne c’haller ket ober galv diwarno.

====Bodadeg ar vailhed====
==== Bodadeg ar vailhed ====
[[Bodadeg ar vailhed]] en em dolp e-pad ur sizhunvezh bep bloaz. Enni ez eus 86 kloareg "vertuzius ha desket" dilennet evit ur respet eizh vloaz. Evel ma c’hoarvez gant dilennadeg ar prezidant hag ar parlamant ez eo [[kuzul ar Warded]] a aotre an danvez-dilennidi da lakaat o anv. Dilenn a ra ar vodadeg an heñcher meur, ha hervez ar vonreizh e c’hall lemel e c’halloud digantañ forzh pegoulz. Biskoazh n’eo bet gwelet bodadeg ar vailhed o vont a-enep divizoù an heñcher meur avat.
[[Bodadeg ar vailhed]] en em dolp e-pad ur sizhunvezh bep bloaz. Enni ez eus 86 kloareg "vertuzius ha desket" dilennet evit ur respet eizh vloaz. Evel ma c’hoarvez gant dilennadeg ar prezidant hag ar parlamant ez eo [[kuzul ar Warded]] a aotre an danvez-dilennidi da lakaat o anv. Dilenn a ra ar vodadeg an heñcher meur, ha hervez ar vonreizh e c’hall lemel e c’halloud digantañ forzh pegoulz. Biskoazh n’eo bet gwelet bodadeg ar vailhed o vont a-enep divizoù an heñcher meur avat.

====Kuzul ar Warded====
==== Kuzul ar Warded ====
E-barzh kuzul ar Warded ez eus 12 gwiraour a vez anvet 6 anezho gant an heñcher meur. Erbedet e vez ar 6 all gant penn ar galloud barnerezhel (anvet gant an heñcher meur eñ ivez), ha lakaet e vezont en o c’harg ent ofisiel gant ar parlamant. Ar c’huzul a zispleg ar vonreizh hag a c’hall lakaat e veto d’ar parlamant. Ma soñjer ne genglot ket ul lezenn gant ar ''vonreizh'' pe ar ''[[Sharia]]'' (Lezenn islamek), e vez kaset en-dro d’ar parlamant evit bezañ adwelet.
E-barzh kuzul ar Warded ez eus 12 gwiraour a vez anvet 6 anezho gant an heñcher meur. Erbedet e vez ar 6 all gant penn ar galloud barnerezhel (anvet gant an heñcher meur eñ ivez), ha lakaet e vezont en o c’harg ent ofisiel gant ar parlamant. Ar c’huzul a zispleg ar vonreizh hag a c’hall lakaat e veto d’ar parlamant. Ma soñjer ne genglot ket ul lezenn gant ar ''vonreizh'' pe ar ''[[Sharia]]'' (Lezenn islamek), e vez kaset en-dro d’ar parlamant evit bezañ adwelet.

====Kuzul ar skiant====
==== Kuzul ar skiant ====
[[Kuzul ar skiant]] a ya da hanterour etre ar parlamant ha kuzul ar warded pa vez kudennoù. Talvezout a ra da gorf kuzuliañ d’an heñcher meur. E-se ez eo unan eus galloudusañ ensavadurioù ar vro.
[[Kuzul ar skiant]] a ya da hanterour etre ar parlamant ha kuzul ar warded pa vez kudennoù. Talvezout a ra da gorf kuzuliañ d’an heñcher meur. E-se ez eo unan eus galloudusañ ensavadurioù ar vro.

===Galloudoù lec’hel===
=== Galloudoù lec’hel ===
====Kuzulioù ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù====
==== Kuzulioù ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù ====
Dilennet e vez ar c’huzulioù lec’hel evit ur respet pevar bloaz e kement kêr pe kêriadenn zo en Iran. Hervez mellad 7 bonreizh Iran eo ar c’huzulioù lec’hel-se, gant ar parlamant, "organoù melestriñ ha divizout ar Stad ". Ne oa ket bet lakaet ar mellad-se eus ar vonreizh da dalvezout a-raok [[1999]] pa oa bet dilennet ar c’huzulioù lec’hel evit ar wech kentañ er vro. Meur a garg zo gant ar c’huzulioù, evel dilenn ar vaered, evezhiañ oberoù an tiez-kêr, studiañ ezhommoù sokial, yec’hedel, armerzhel, sevenadurel ha desavadurel ar re a velestront. Steuñviñ ha kenurzhiañ a reont an doare ma kemer perzh ar vroad en divizoù sokial, armerzhel, sevenadurel, desavadurel hag all.
Dilennet e vez ar c’huzulioù lec’hel evit ur respet pevar bloaz e kement kêr pe kêriadenn zo en Iran. Hervez mellad 7 bonreizh Iran eo ar c’huzulioù lec’hel-se, gant ar parlamant, "organoù melestriñ ha divizout ar Stad ". Ne oa ket bet lakaet ar mellad-se eus ar vonreizh da dalvezout a-raok [[1999]] pa oa bet dilennet ar c’huzulioù lec’hel evit ar wech kentañ er vro. Meur a garg zo gant ar c’huzulioù, evel dilenn ar vaered, evezhiañ oberoù an tiez-kêr, studiañ ezhommoù sokial, yec’hedel, armerzhel, sevenadurel ha desavadurel ar re a velestront. Steuñviñ ha kenurzhiañ a reont an doare ma kemer perzh ar vroad en divizoù sokial, armerzhel, sevenadurel, desavadurel hag all.

== Proviñsoù ==
== Proviñsoù ==
Rannet eo Iran e 30 [[proviñs]]:
Rannet eo Iran etre 30 [[proviñs]]:

{| border="0" cellpadding="5" cellspacing="0" align="center"

#[[Proviñs Teheran|Teheran]]
# [[Proviñs Teheran|Teheran]]
#[[Proviñs Qom|Qom]]
# [[Proviñs Qom|Qom]]
#[[Markazi]]
# [[Markazi]]
#[[Proviñs Qazvin|Qazvin]]
# [[Proviñs Qazvin|Qazvin]]
#[[Gilan]]
# [[Gilan]]
#[[Proviñs Ardabil|Ardabil]]
# [[Proviñs Ardabil|Ardabil]]
#[[Proviñs Zanjan|Zanjan]]
# [[Proviñs Zanjan|Zanjan]]
#[[Azerbaijan-e-sharghi (reter)]]
# [[Azerbaijan-e-sharghi (reter)]]
#[[Azerbaijan-e-gharbi (kornôg)]]
# [[Azerbaijan-e-gharbi (kornôg)]]
#[[Proviñs Kurdistan Iran|Kurdistan]]
# [[Proviñs Kurdistan Iran|Kurdistan]]
#[[Proviñs Hamedan|Hamedan]]
# [[Proviñs Hamedan|Hamedan]]
#[[Proviñs Kermanshah|Kermanshah]]
# [[Proviñs Kermanshah|Kermanshah]]
#[[Proviñs Ilam|Ilam]]
# [[Proviñs Ilam|Ilam]]
#[[Lorestan]]
# [[Lorestan]]
#[[Khuzestan]]
# [[Khuzestan]]

[[Chahar Mahaal-o-Bakhtiari]]

[[Chahar Mahaal-o-Bakhtiari]]

[[Kohkiluyeh-o-Boyer Ahmad]]

[[Kohkiluyeh-o-Boyer Ahmad]]

[[Proviñs Bushehr|Bushehr]]

[[Proviñs Bushehr|Bushehr]]

[[Fars]]

[[Fars]]

[[Hormozgan]]

[[Hormozgan]]

[[Sistan-o-Balouchestan]]

[[Sistan-o-Balouchestan]]

[[Proviñs Kerman|Kerman]]

[[Proviñs Kerman|Kerman]]

[[Proviñs Yazd|Yazd]]

[[Proviñs Yazd|Yazd]]

[[Proviñs Esfahan|Esfahan]]

[[Proviñs Esfahan|Esfahan]]

[[Proviñs Semnan|Semnan]]

[[Proviñs Semnan|Semnan]]

[[Mazandaran]]

[[Mazandaran]]

[[Golestan]]

[[Golestan]]

[[Khorasan-e-shomali (norzh)]]

[[Khorasan-e-shomali (norzh)]]

[[Khorasan-e-razavi ]]

[[Khorasan-e-razavi]]

[[Khorasan-e-jonubi (su)]]

[[Khorasan-e-jonubi (su)]]

||[[Image:IranNumbered.png]]
||[[Restr:IranNumbered.png|300px|]]

Gouarnet e vez ar proviñsoù (Ostan) gant ur gêr greiz, peurliesañ brasañ kêr ar proviñs. Anvet e vez gouarnour ar proviñs (Ostandar) gant ministr an Diabarzh.
Gouarnet e vez ar proviñsoù (Ostan) gant ur gêr greiz, peurliesañ brasañ kêr ar proviñs. Anvet e vez gouarnour ar proviñs (Ostandar) gant ministr an Diabarzh.
Linenn 238: Linenn 181:
Abaoe 2004 eo rannet proviñs Khorasan e tri froviñs, setu eo tremenet niver ar proviñsoù eus 28 da 30.
Abaoe 2004 eo rannet proviñs Khorasan e tri froviñs, setu eo tremenet niver ar proviñsoù eus 28 da 30.

==Poblañsouriezh==
== Poblañsouriezh ==
[[Restr:Iran population.svg|thumbnail|250px|dehou|Diorroadur ar boblañs etre 1956 ha 2003 (sifroù gant [[Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar boued hag al labour-douar|FAO]], 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi.]]

Reveulziet eo bet stad poblañs Iran e-kerzh an XXvet kantved. Istimañ a reer ez eus 70 milion a dud e 2006 tra ma oa 10 milion e penn kentañ ar c’hantved. Gouzizet eo kalz ar feur genel e-doug an dek bloavezh diwezhañ. Koulskoude e tiskouez ar studiadennoù e kendalc’ho feur kreskiñ ar boblañs da c’horrekaat betek ma vo stabilaet war-dro ar bloavezh 2050. D’ar mare-se e tlefe bezañ tremen 90 milion a dud en Iran. 40 den dre km² eo stankter ar boblañs<ref>{{en}} http://www.census.gov/cgi-bin/ipc/idbsum.pl?cty=IR</ref>.
[[Image:Iran-demography.png|thumb|250px|right|Diorroadur ar boblañs etre 1961 ha 2003 (sifroù gant [[Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar boued hag al labour-douar|FAO]], 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi.]]
<ref>{{en}} https://archive.is/20120604093909/www.un.org/Depts/escap/pop/journal/v10n1a1.htm</ref>
<ref>{{en}} https://web.archive.org/web/20161227193340/http://www.payvand.com/news/04/aug/1017.html</ref> Reveulziet eo bet ar feur kêriekaat ivez. E penn kentañ an XXvet kantved e veve 10% eus an dud e kêrioù. 69% eo ar feur hiziv an deiz. 80% eo feur an dud a oar lenn ha skrivañ en Iran.

Un niver bras a repuidi a vez degemeret en Iran, ouzhpenn ur milion. Dont a ra an darn-vrasañ anezho eus [[Afghanistan]] hag [[Irak]]. Ent ofisiel e klask ar gouarnamant kas ar re-se en-dro d’o broioù<ref>{{en}} http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/3971711.stm</ref>.
Reveulziet eo bet stad poblañs Iran e-kerzh an XXvet kantved. Istimañ a reer ez eus 70 milion a dud e 2006 tra ma oa 10 milion e penn kentañ ar c’hantved. Gouzizet eo kalz ar feur genel e-doug an dek bloavezh diwezhañ. Koulskoude e tiskouez ar studiadennoù e kendalc’ho feur kreskiñ ar boblañs da c’horrekaat betek ma vo stabilaet war-dro ar bloavezh 2050. D’ar mare-se e tlefe bezañ tremen 90 milion a dud en Iran. 40 den dre km² eo stankter ar boblañs. <ref>{{en}} http://www.census.gov/cgi-bin/ipc/idbsum.pl?cty=IR</ref>
<ref>{{en}} http://www.un.org/Depts/escap/pop/journal/v10n1a1.htm</ref>
<ref>{{en}} http://www.payvand.com/news/04/aug/1017.html</ref> Reveulziet eo bet ar feur kêriekaat ivez. E penn kentañ an XXvet kantved e veve 10% eus an dud e kêrioù. 69% eo ar feur hiziv an deiz. 80% eo feur an dud a oar lenn ha skrivañ en Iran.

Un niver bras a repuidi a vez degemeret en Iran, ouzhpenn ur milion. Dont a ra an darn-vrasañ anezho eus [[Afghanistan]] hag [[Irak]]. Ent ofisiel e klask ar gouarnamant kas ar re-se en-dro d’o broioù. <ref>{{en}} http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/3971711.stm</ref>
<ref>{{en}} http://www.irinnews.org/report.asp?ReportID=48323&SelectRegion=Middle_East&SelectCountry=IRAN</ref>
<ref>{{en}} http://www.irinnews.org/report.asp?ReportID=48323&SelectRegion=Middle_East&SelectCountry=IRAN</ref>
<ref>{{en}} http://www.unhchr.ch/huricane/huricane.nsf/view01/5E72D6B7B624AABBC125713700572D09?opendocument</ref>
<ref>{{en}} http://www.unhchr.ch/huricane/huricane.nsf/view01/5E72D6B7B624AABBC125713700572D09?opendocument</ref>
Linenn 252: Linenn 194:
Ouzhpenn 3 milion a dud zo en diaspora iranat war a greder. Divroet int da Norzh-Amerika, da Europa ar c’hornôg, ha da Su-Amerika, war-lerc’h an dispac’h evit an darn vrasañ anezho.
Ouzhpenn 3 milion a dud zo en diaspora iranat war a greder. Divroet int da Norzh-Amerika, da Europa ar c’hornôg, ha da Su-Amerika, war-lerc’h an dispac’h evit an darn vrasañ anezho.

===Kenelioù===
=== Kenelioù ===
Ur vozaikenn enni tremen 80 "kenel" disheñvel eo Iran. Ar muiañ-niver eus Iraniz a gomz ur yezh eus ar strollad indeziranek hag a gompren ar perseg. Indezeuropat ha turk (Azeri) eo an daou orin pennañ. Ar c’henelioù pennañ eo ar re-mañ : Persed (51%), [[Azeried]] 24%, Gilakied/Mazandaranied (8%), [[Kurded]] (7%), [[Arabed]] (3%), [[Baloutched]] (2%), [[Lored]] (2%), [[Turkmened]] (2%), Qashqai, Armeniz, Yuzevien iranat, [[Asirianed]], Georgianed, Sircasianed, Tated hag all<ref>https://web.archive.org/web/20070509135807/http://cia.gov/cia/publications/factbook/geos/ir.html</ref>.
[[Image:Distribution ethnoreligieuse Iran 2004.png|thumb|right|250px|Dasparzh ar c’henelioù hag ar relijionoù en Iran.]]
Ur vozaikenn enni tremen 80 "kenel" disheñvel eo Iran. Ar muiañ-niver eus Iraniz a gomz ur yezh eus ar strollad indeziranek hag a gompren ar perseg. Indezeuropat ha turk (Azeri) eo an daou orin pennañ. Ar c’henelioù pennañ eo ar re-mañ : Persed (51%), [[Azeried]] 24%, Gilakied/Mazandaranied (8%), [[Kurded]] (7%), [[Arabed]] (3%), [[Baloutched]] (2%), [[Lored]] (2%), [[Turkmened]] (2%), Qashqai, Armeniz, Yuzevien iranat, [[Asirianed]], Georgianed, Sircasianed, Tated hag all.<ref>http://cia.gov/cia/publications/factbook/geos/ir.html</ref>

===Relijionoù===
=== Relijionoù ===
Chiit eo an darn vrasañ eus Iraniz. An islam [[chiit]] eo ar relijion ofisiel en Iran, hini 90% eus an dud. Iran hag Irak eo ar broioù nemeto er Reter-nesañ ma’z eus ouzhpenn 80% eus an dud ha n’int ket sunnit. Nebeutoc’h eget 10% anezho zo sunnited (ar muiañ-niver er peurrest eus ar bed muzulman), yuzevien, bahaieien, kristenien, zoroastrianed ha sabeaned (pe mandeaned). Ar relijionoù-se o devez dileuridi ar parlamant, nemet ar vahaieien hag ar vandeaned. Teir relijion estreget an islam a vez anavezet ent ofisiel gant ar vonreizh : ar gristenien, ar yuzevien hag ar zoroastrianed. Ur vinorelezh [[Bahaie]] zo anezhi ivez en Iran. Dizalc’h eo ar relijion-se, bet krouet en {{XIXvet kantved}}. Handeet e vez c’hoazh er vro-se. Goude m’eo bet handeet ar vahaieien nevez zo en deus disklêriet Daneveller arbennik Bodad ar Broadoù unanet war Gwirioù Mab-den "''e tiskouez an darvoudoù diwezhañ-se emañ saviad ar minorelezhioù relijiel o fallaat"''

Chiit eo an darn vrasañ eus Iraniz. An islam [[chiit]] eo ar relijion ofisiel en Iran, hini 90% eus an dud. Iran hag Irak eo ar broioù nemeto er Reter-nesañ ma’z eus ouzhpenn 80% eus an dud ha n’int ket sunnit. Nebeutoc’h eget 10% anezho zo sunnited (ar muiañ-niver er peurrest eus ar bed muzulman), yuzhevien, bahaieien, kristenien, zoroastrianed ha sabeaned (pe mandeaned). Ar relijionoù-se o devez dileuridi ar parlamant, nemet ar vahaieien hag ar vandeaned. Tri relijion estreget an islam a vez anavezet ent ofisiel gant ar vonreizh : ar gristenien, ar yuzhevien hag ar zoroastrianed. Ur vinorelezh [[Bahaie]] zo anezhi ivez en Iran. Dizalc’h eo ar relijion-se, bet krouet en XIXvet kantved. Handeet e vez c’hoazh er vro-se. Goude m’eo bet handeet ar Vahaieien nevez zo en deus disklêriet Daneveller arbennik Bodad ar Broadoù unanet war Gwirioù Mab-den "''e tiskouez an darvoudoù diwezhañ-se emañ saviad ar minorelezhioù relijiel o fallaat"''

== Armerzh ==
== Armerzh ==
Iran eo ar 4e produer eoul-maen er bed, hag 2l ezporzhier eoul-maen ABPE. Ganti emañ ar brasañ stokoù gaz naturel er bed war-lerc’h Rusia. Ezel diazezer ABPE eo Iran. Krouet e oa bet ABPE gant Shah Iran er bloavezhioù 1970. An eoul-maen an hini en doa roet an tu da Iran da ziorren buan hec’h armerzh er bloavezhioù 1970. Mont a ra c’hoazh d’ober ouzhpenn 80% eus ar gounidoù ezporzhiañ hiziv an deiz. E 2005 e oa ent ofisiel 46,6 miliard a zollaroù a c’hounid diwar an eoul-maen en Iran<ref>’’Le Monde, dossiers et documents’’, niv.352, Ebrel 2006, pajenn 1</ref>, 12 miliard hervez eneberien ar renad e Frañs<ref>http://www.iran-resist.org/article1351 Iran-resist : Eoul-maen : Ur maner paper eo armerzh Iran,

20.01.2006</ref> . Iran a soñjfe diazezañ ur yalc’h iranat eus an eoul-maen digor d’an [[euro]].
Iran eo ar 4e produer eoul-maen er bed, hag 2l ezporzhier eoul-maen ABPE. Ganti emañ ar brasañ stokoù gaz naturel er bed war-lerc’h Rusia. Ezel diazezer ABPE eo Iran. Krouet e oa bet ABPE gant Shah Iran er bloavezhioù 1970. An eoul-maen an hini en doa roet an tu da Iran da ziorren buan hec’h armerzh er bloavezhioù 1970. Mont a ra c’hoazh d’ober ouzhpenn 80% eus ar gounidoù ezporzhiañ hiziv an deiz. E 2005 e oa ent ofisiel 46,6 miliard a zollaroù a c’hounid diwar an eoul-maen en Iran <ref>’’Le Monde, dossiers et documents’’, niv.352, Ebrel 2006, pajenn 1 </ref>, 12 miliard hervez eneberien ar renad e Frañs <ref>http://www.iran-resist.org/article1351 Iran-resist : Eoul-maen : Ur maner paper eo armerzh Iran,
20.01.2006 </ref> . Iran a soñjfe diazezañ ur yalc’h iranat eus an eoul-maen digor d’an [[euro]].

Iran hag [[Oman]] a gontroll [[strizh-mor Ormuz]] (e [[pleg-mor Pers]]) a dremen drezañ 20% eus eoul-maen ar bed.
Iran hag [[Oman]] a gontroll [[strizh-mor Ormuz]] (e [[pleg-mor Pers]]) a dremen drezañ 20% eus eoul-maen ar bed.
Linenn 273: Linenn 212:
Gant kresk nevez feur an eoul-maen abaoe 1999-2000 en deus gallet armerzh Iran profitañ adarre, met n’eo ket bet a-walc’h evit diskoulmañ kudennoù armerzhel ha frammadurel Iran.
Gant kresk nevez feur an eoul-maen abaoe 1999-2000 en deus gallet armerzh Iran profitañ adarre, met n’eo ket bet a-walc’h evit diskoulmañ kudennoù armerzhel ha frammadurel Iran.

E 2005 en deus lavaret bank kreiz Iran ez eus 10 miliard a US$ a zle war verr dermen gant ar vro ha 6,5 miliard a US$ a zle war hir pe grenn termen.
E 2005 en deus lavaret bank kreiz Iran ez eus 10 miliard a US$ a zle war verr dermen gant ar vro ha 6,5 miliard a US$ a zle war hir pe grenn termen.

Liesseurtaet eo bet armerzh ar vro war dachenn ar produiñ kirri, listri, fuzeennoù, an deknologiezh [[nukleel]] hag an oberiañ produioù elektronek eus ar vegenn. Gant Iran ez eus ivez ur greanterezh eus an difenn, eus an apotikerezh hag eus ar [[bevdeknologiezh|vevdeknologiezh.]]
Liesseurtaet eo bet armerzh ar vro war dachenn ar produiñ kirri, listri, fuzeennoù, an deknologiezh [[nukleel]] hag an oberiañ produioù elektronek eus ar vegenn. Gant Iran ez eus ivez ur greanterezh eus an difenn, eus an apotikerezh hag eus ar [[bevdeknologiezh|vevdeknologiezh.]]

Ezporzhiañ a ra Iran marc’hadourezh da Japan (18%), Sina (9%), Italia, Su Afrika, Republik Korea. Enporzhiañ a ra marc’hadourezh eus Alamagn (13%), Frañs (8%) ha Sina (7%).
Ezporzhiañ a ra Iran marc’hadourezh da Japan (18%), Sina (9%), Italia, Su Afrika, Republik Korea. Enporzhiañ a ra marc’hadourezh eus Alamagn (13%), Frañs (8%) ha Sina (7%).

Ret e oa d’ar vro enporzhiañ 60% eus he [[trelosk|zrelosk]] puraet rak ar purerezhioù lec’hel ne oant ket evit bastañ d’hec’h ezhommoù. An 10 bro o deus pourchaset dour-tan evit ar c’hirri da Iran e 2006 eo an [[Emirelezhioù Arab Unanet]], [[Arabia Saoudat]], [[Indez]], [[Turkia]], [[Koweit]], [[Turkmenistan]], [[Soudan]], [[Azerbaidjan]], an [[Izelvroioù]] ha [[Frañs]].
Ret e oa d’ar vro enporzhiañ 60% eus he [[trelosk|zrelosk]] puraet rak ar purerezhioù lec’hel ne oant ket evit bastañ d’hec’h ezhommoù. An 10 bro o deus pourchaset dour-tan evit ar c’hirri da Iran e 2006 eo an [[Emirelezhioù Arab Unanet]], [[Arabia Saoudat]], [[Indez]], [[Turkia]], [[Koweit]], [[Turkmenistan]], [[Soudan]], [[Azerbaidjan]], an [[Izelvroioù]] ha [[Frañs]].

Abaoe miz Gouere 2006 n’eo ket ret ken d’ar vro enporzhiañ trelosk puraet. Evit gwir eo bet modernaet gant ar gompagnunezh Total purerezhioù eoul-maen Iran ([[Abadan]], [[Teheran]], [[Ahvaz]], [[Khorramshahr]]). Dre se eo bet adkavet hec’h emrenerezh gant ar vro. D’an 3 a viz Eost 2006 ez eus bet sinet un emglev etre Iran hag Irak evit ma kaso Irak eoul-maen kriz da vezañ puraet da Iran. En eskemm e vo miret 15% eus an eoul-maen puraet gant Iran <ref>[http://english.bna.bh/?ID=48884 Bahrein News Agency] 13 a viz Eost 2006 (sellet d’an 28 a viz Eost 2006)</ref>.
Abaoe miz Gouere 2006 n’eo ket ret ken d’ar vro enporzhiañ trelosk puraet. Evit gwir eo bet modernaet gant ar gompagnunezh Total purerezhioù eoul-maen Iran ([[Abadan]], [[Teheran]], [[Ahvaz]], [[Khorramshahr]]). Dre se eo bet adkavet hec’h emrenerezh gant ar vro. D’an 3 a viz Eost 2006 ez eus bet sinet un emglev etre Iran hag Irak evit ma kaso Irak eoul-maen kriz da vezañ puraet da Iran. En eskemm e vo miret 15% eus an eoul-maen puraet gant Iran<ref>[http://english.bna.bh/?ID=48884 Bahrein News Agency] 13 a viz Eost 2006 (sellet d’an 28 a viz Eost 2006)</ref>.

== Sevenadur ==
== Sevenadur ==
Linenn 287: Linenn 226:
Un hir a istor he deus Iran a-fet [[arz]], [[sonerezh]], [[barzhoniezh]], [[prederouriezh]], leun a hengounioù hag a ideologiezhioù. Kalz a Iraniz a soñj dezho eo o c’hultur an abeg nemetañ en deus graet d’o sevenadurezh chom bev war-lerc’h kantvedoù a drubuilhoù.
Un hir a istor he deus Iran a-fet [[arz]], [[sonerezh]], [[barzhoniezh]], [[prederouriezh]], leun a hengounioù hag a ideologiezhioù. Kalz a Iraniz a soñj dezho eo o c’hultur an abeg nemetañ en deus graet d’o sevenadurezh chom bev war-lerc’h kantvedoù a drubuilhoù.

[[Image:Mehmooni2.jpg|thumb|right|''Farhang'' ("kultur") zo bet a-viskoazh poent kreiz sevenadurezh Iran. Kalz a Iraniz a sell outo evel hêred balc’h ur sevenadurezh vilvloaziek ha soutil-meurbet.]]

که ایران بهشت است یا بوستان

که ایران بهشت است یا بوستان

Linenn 315: Linenn 253:
Ar c’hlask justis sokial ha reizhded zo ul lodenn vras eus ar sevenadur iranat. Doujañ ar re gozh ha reiñ bod d’an estrenien eo ar reolenn en Iran.
Ar c’hlask justis sokial ha reizhded zo ul lodenn vras eus ar sevenadur iranat. Doujañ ar re gozh ha reiñ bod d’an estrenien eo ar reolenn en Iran.

D’an 21 a viz Meurzh, deiz kentañ an nevezamzer, e vez an deiz kentañ a’r bloaz ([[Norouz]]) en Iran. Norouz zo bet lakaet e [[Glad dre Gomz ha Dizanvez an Denelezh]] gant [[UNESCO]] e 2004. <ref>http://www.payvand.com/news/04/jul/1090.html</ref>
D’an 21 a viz Meurzh, deiz kentañ an nevezamzer, e vez an deiz kentañ a’r bloaz ([[Norouz]]) en Iran. Norouz zo bet lakaet e [[Glad dre Gomz ha Dizanvez an Denelezh]] gant [[UNESCO]] e 2004<ref>https://web.archive.org/web/20160813135602/http://www.payvand.com/news/04/jul/1090.html</ref>.

En e levr ''Boued nevez ar vuhez'' e skriv Najmieh Batmanglij en deus ''"[[keginerezh Iran]] ur bern traoù boutin gant keginerezhioù all eus ar [[Reter-Nesañ]], met soñjal a reer ez eo an hini soutilañ ha faltaziusañ, ken liesliv ha kemplezh evel un tapis eus Pers. ''"
En e levr ''Boued nevez ar vuhez'' e skriv Najmieh Batmanglij en deus ''"[[keginerezh Iran]] ur bern traoù boutin gant keginerezhioù all eus ar [[Reter-Nesañ]], met soñjal a reer ez eo an hini soutilañ ha faltaziusañ, ken liesliv ha kemplezh evel un tapis eus Pers. ''"

== Kazetennoù ==
== Daveoù ha notennoù ==
<references/>

=== Kazetennoù ===
* Ar pemdezieg adreizhour ''[[Hamshahri]]'' [http://www.hamshahri.org/ ]
* Ar pemdezieg adreizhour ''[[Hamshahri]]'' [https://web.archive.org/web/20060415144335/http://www.hamshahri.org/ ]
* Kazetenn adreizhourez, ''Shargh'' [http://www.sharghnewspaper.com/840917/html/online.htm ]
* Kazetenn adreizhourez, ''Shargh'' [http://www.sharghnewspaper.com/840917/html/online.htm ]
* Ajañs gwask ar studierien, ''Isna'' [http://www.isna.ir/Main/ ]
* Ajañs gwask ar studierien, ''Isna'' [https://web.archive.org/web/20050219050229/http://www.isna.ir/Main/ ]
* ''Mehr news'' [http://www.mehrnews.com/fa/ ]
* ''Mehr news'' [https://web.archive.org/web/20110917031835/http://www.mehrnews.com/fa/ ]
* ''IRNA'' [http://www.irna.com/en/ ]
* ''IRNA'' [https://web.archive.org/web/20061213032842/http://www.irna.com/en/ ]
* Kazetenn adreizhourez, ''Aftab-e Yazd'' [http://www.aftabyazd.com/ ]
* Kazetenn adreizhourez, ''Aftab-e Yazd'' [https://web.archive.org/web/20061210025659/http://www.aftabyazd.com/ ]
* Kazetenn mirourez, ''Entekhab'' [http://www.entekhab.ir/ ]
* Kazetenn mirourez, ''Entekhab'' [https://web.archive.org/web/20170209054704/http://entekhab.ir/ ]
* Ar pemdezieg adreizhour, ''Iran'' [http://www.iran-newspaper.com/1384/840918/html/ ]
* Ar pemdezieg adreizhour, ''Iran'' [http://www.iran-newspaper.com/1384/840918/html/ ]
* ''Jam é Jam'', pemdezieg mirour [http://www.jamejamonline.ir/ ]
* ''Jam é Jam'', pemdezieg mirour [http://www.jamejamonline.ir/ ]

== Liammoù ==
=== Liammoù diabarzh ===
=== Liammoù diabarzh ===

* [[Gwirioù Mab-den en Iran]]
* [[Gwirioù Mab-den en Iran]]
* [[Sevenadur Iran]]
* [[Sevenadur Iran]]
Linenn 339: Linenn 279:

=== Liammoù diavaez ===
=== Liammoù diavaez ===
* {{en}} [http://www.president.ir/eng/ Lec’hienn ofisiel Prezidantelezh Iran]
* {{en}} [https://web.archive.org/web/20040714094508/http://www.president.ir/eng/ Lec’hienn ofisiel Prezidantelezh Iran]
* {{fr}} [http://www.webarabic.com/portail/encyclopedie/index.php?cat=iran&p=index Kinnigadur Iran war Webarabic]
* {{fr}} [http://www.webarabic.com/portail/encyclopedie/index.php?cat=iran&p=index Kinnigadur Iran war Webarabic]
* {{en}} [http://www.cia.gov/cia/publications/factbook/geos/ir.html Iran gwelet gant World Factbook ar CIA]
* {{en}} [https://web.archive.org/web/20061213175811/https://www.cia.gov/cia//publications/factbook/geos/ir.html Iran gwelet gant World Factbook ar CIA]
* {{fr}} [http://www.missioneco.org/iran/ Iran gwelet gant kefridierezh armerzhel kannati Frañs e Teheran]
* {{fr}} [https://web.archive.org/web/20070519071200/http://www.missioneco.org/iran/ Iran gwelet gant kefridierezh armerzhel kannati Frañs e Teheran]
* {{fr}} [http://www.legrandsoir.info/article.php3?id_article=3668 Troidigezh ofisiel lizher Mahmoud Ahmadinejad da George Bush ]
* {{fr}} [https://web.archive.org/web/20061211130535/http://www.legrandsoir.info/article.php3?id_article=3668 Troidigezh ofisiel lizher Mahmoud Ahmadinejad da George Bush ]
* {{fr}} [http://www.youtube.com/watch?v=jbm5sMhbD3o Prezegenn ar prezidant Ahmadinejad hag e evezhiadennoù war an eil brezel bed hag Israel ]
* {{fr}} [http://www.youtube.com/watch?v=jbm5sMhbD3o Prezegenn ar prezidant Ahmadinejad hag e evezhiadennoù war an eil brezel bed hag Israel ]

{{Azia}}
{{Azia}}
Linenn 350: Linenn 290:
{{AC'hI}}
{{AC'hI}}

{{KinnigPM|oldid=265797|deiziad=16 Kerzu 2007}}

[[Rummad:Iran|*]]
[[Rummad:Iran|*]]
[[Rummad:Stad ezel eus ABU]]
[[Rummad:Perseg yezh ofisiel]]
[[Rummad:Renad islamek]]

[[af:Iran]]
[[an:Irán]]
[[ar:إيران]]
[[arc:ܐܝܪܢ]]
[[ast:Irán]]
[[az:İran İslam Respublikası]]
[[bat-smg:Irans]]
[[be:Іран]]
[[be-x-old:Іран]]
[[bg:Иран]]
[[bn:ইরান]]
[[bo:ཡི་ལང་]]
[[bpy:ইরান]]
[[bs:Iran]]
[[ca:Iran]]
[[ceb:Iran]]
[[cs:Írán]]
[[cv:Иран]]
[[cy:Iran]]
[[da:Iran]]
[[de:Iran]]
[[diq:İran]]
[[dv:އީރާން]]
[[dz:ཨི་རཱན་]]
[[el:Ιράν]]
[[en:Iran]]
[[eo:Irano]]
[[es:Irán]]
[[et:Iraan]]
[[eu:Iran]]
[[fa:ایران]]
[[fi:Iran]]
[[fo:Iran]]
[[fr:Iran]]
[[frp:Éran]]
[[fy:Iran]]
[[ga:An Iaráin]]
[[gd:Ioràn]]
[[gl:Irán - ایران]]
[[he:איראן]]
[[hi:ईरान]]
[[hr:Iran]]
[[hsb:Iran]]
[[ht:Iran]]
[[hu:Irán]]
[[hy:Իրան]]
[[ia:Iran]]
[[id:Iran]]
[[ilo:Iran]]
[[io:Iran]]
[[is:Íran]]
[[it:Iran]]
[[ja:イラン]]
[[jbo:iran]]
[[ka:ირანი]]
[[kab:Iran]]
[[kk:Иран]]
[[kn:ಇರಾನ್]]
[[ko:이란]]
[[ks:ईरान]]
[[ku:Îran]]
[[kw:Iran]]
[[la:Irania]]
[[lb:Iran]]
[[li:Iraan]]
[[lij:Iran]]
[[lt:Iranas]]
[[lv:Irāna]]
[[mi:Īrāna]]
[[mk:Иран]]
[[ml:ഇറാന്‍]]
[[ms:Iran]]
[[mzn:ئيران]]
[[na:Iran]]
[[nah:Irān]]
[[nds:Iran]]
[[nl:Iran]]
[[nn:Iran]]
[[no:Iran]]
[[nov:Iran]]
[[oc:Iran]]
[[or:ଇରାନ]]
[[os:Иран]]
[[pam:Iran]]
[[pdc:Iraen]]
[[pl:Iran]]
[[pms:Iran]]
[[ps:ايران]]
[[pt:Irão]]
[[qu:Iran]]
[[rm:Iran]]
[[ro:Iran]]
[[ru:Иран]]
[[scn:Iran]]
[[se:Iran]]
[[sh:Iran]]
[[simple:Iran]]
[[sk:Irán]]
[[sl:Iran]]
[[sq:Irani]]
[[sr:Иран]]
[[su:Iran]]
[[sv:Iran]]
[[sw:Uajemi]]
[[ta:ஈரான்]]
[[te:ఇరాన్]]
[[tg:Эрон]]
[[th:ประเทศอิหร่าน]]
[[tk:Eýran]]
[[tl:Iran]]
[[tr:İran]]
[[udm:Иран]]
[[uk:Іран]]
[[ur:ایران]]
[[uz:Eron]]
[[vi:Iran]]
[[vo:Lirän]]
[[war:Iran]]
[[yi:איראן]]
[[zh:伊朗]]
[[zh-min-nan:Iran]]
[[zh-yue:伊朗]]

Stumm red eus an 7 Meu 2024 da 18:37

'''جمهوری اسلامی ايران'
Jomhūrī-ye Eslāmī-ye Īrān''

Republik Islamek Iran
Banniel Iran Ardamezioù Iran
Banniel Ardamezioù
Ger-stur : Esteqlāl, āzādī, jomhūrī-ye eslāmī 1  (Farsieg)
"Dizalc'hidigezh, Frankiz, Republik Islamek"
Kan broadel: Sorūd-e Mellī-e Īrān ²
Lec'hiadur Iran
Lec'hiadur Iran
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Teheran
35°41′N 51°25′E
Yezh(où) ofisiel Farsieg
Gouarnamant Republik Islamek
- Penn-blenier Ayatollah Ali Khamenei (آیت‌الله سید علی حسینی خامنه‌ای)
- Prezidant Ebrahim Raisi (ابراهیم رئیسی)
Gorread
- Hollad 1,648,195 km² (18vet)
- Dour (%) 0.7
Poblañs
- istimadur 2007 71,208,000³ ()
- niveradeg 2007 71,208,000³
- Stankter 42/km² (109vet)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
- Hollad $852 miliard[1]
(15vet[1])
- Keidenn $12,300[1]
(65vet)
FDD  (2004) 0.759 (kreiz) (94vet)
Moneiz rial Iranian (ريال) (IRR)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .ir
Kod pellgomz +98

Republik islamek Iran (diwar an arieg « nobl », ايران e perseg) zo ur republik islamek eus Azia ar Mervent ; Teheran (pe Tehran) eo ar gêr-benn, ar perseg eo ar yezh ofisiel hag ar rial eo moneiz ar vro ; an deiziadur pers eo an deiziadur ofisiel. Gronnet eo Iran gant Afghanistan, Turkmenistan, mor Kaspia, Azerbaidjan, Armenia, Turkia, Irak, pleg-mor Persia ha mor Oman (meurvor Indez). E-sell e vefe Iran d'emezelañ ouzh ar KSAKR (Kevredigezh Su-Azia evit ar C’hevelerezh Rannvedel).

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ren an Achemenided (550-330 kent JK) e rae Iraniz Parsa (Persia) eus o ziriadoù diwar anv rouantelezh Kurach Veur a oa d’ar meuriad pers, hag a adkaver c’hoazh hiziv an deiz dindan ar stumm Fars pe Pars evel anv ur proviñs. Padal e veze graet Aryanam eus ar stad a-bezh neuze. Da vare Part (248 kent JK - 224 goude JK) e oa bet kemmet Aryanam da Aryan, evit emdreiñ da Iranshar ha da Iran da vare ar Sasanided.

Ar C’hresianed a rae gant Aryana ha Persis evit ober anv eus ar rannvro a anavezer hiziv an deiz evel ar plateiz iranat. Tremenet eo an termen d’al latin evit dont da vezañ Persia. Implijet kalz e chom an anv-se e broioù ar C’hornôg, ha degas a ra un tamm kemmesk gant ar proviñs Fars.

En XXvet kantved e savas tabut etre ar gefredourien evit gouzout petra a zlefe bezañ anv reizh ar vro. D’an 21 a viz Meurzh 1935, deiz Norouz anezhi, ez embannas Reza Shah Pahlavi un dekred a c’houlenne digant ar re o deveze darempredoù gant ar vro implijout an anv Iran en o lizheroù ofisiel hiviziken.

E 1979, da-heul dispac’h Iran, e voe krouet Republik Islamek Iran, met an termenoù Persia hag Iran a vez implijet stank c’hoazh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh ar pennad Istor Iran ha Persia.

Gwelet ivez : Roll renerien Iran

Unan eus sevenadurioù koshañ ar bed zo bet diwanet en Iran. Abaoe oadvezh ar maen ez eus bet tud o chom er rannvro-se eus ar bed : kavet ez eus bet ostilhoù ken kozh hag 800 000 vloaz. Deuet e oa an neolitik er vro etre ar VIIvet hag ar VIvet milved, asambles gant un armerzh produiñ-madoù. Tamm ha tamm e voe savet kêrioù ha sevenadurioù kemplesoc'h betek ma voe savet ur sistem skritur evit an elamiteg, war batrom sistem ar sumereg.

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro dro d'an III milved e voe savet an Impalaeriezh Elamat eus ar vro, tro-dro da Susa. Kevezañ a reas ouzh impalaeriezh Akkad ha c'houde Babilon hag Asiria. E-kerzh an IIl milved e teuas pobloù eus kreiz Azia a gomze rannyezhoù kar d'an indezeuropeg. Lod eus ar pobloù-se, ar Veded a dorras galloud an Asirianed hag e voe savet tamm ha tamm impalaeriezh an Ac'haemenided. Brezeliñ a reas an Impalaeriezh-se evit bezañ mestr eus ar Reter-Nesañ, o tistrujañ Babilon hag o klask aloubiñ Henc'hres. Distrujet e voe an Impalaeriezh gant Alesant Veur a leuskas plas d'ur renad savet gant unan eus e jeneraled, renad ar Seleukided. Pa voe deuet gwan ar Seleukided e voe renet ar rannvro gant ar renad Part a stourmas pell a-enep ar Romaned a-raok bezañ erlec'hiet gant ar Sasanined a voe ar re gentañ oc'h ober Eranshahr pe Iranshahr (ايرانشهر) eus o douaroù. Stourm a reas e-pad pell a-enep an Impalaeriezh Roman betek aloubiñ Jeruzalem e 613.

Levezon diavaez ha galloudoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn-kentañ ar VIIvet kantved e voe trec'het ar Romaned hag ar Sassanined gant an armeoù muzulman hag aloubet Iran. Tamm ha tamm e troas tud ar vro war-zu an Islam, da gentañ tud ar c'hêrioù ha da c'houde al beizanted. Tro d'an IXvet kantved e voe ar muiañ-niver gant ar vuzulmaniz, hervez kont. Treiñ a reas darn anezho ouzh ar Chiitiezh avat, dreist-holl e proviñs ar C'horasan. Dre ma wanae galloud ar galifed abasid e voe savet rouantelezhioù bihan pe brasoc'h en Iran a geveze ouzh Badgad a-fet sevenadur, o kas war-raok ur sevenadur bersek e-liamm ouzh ar sevenadur henbersek ha krennbersek eus a-raok aloubadeg an Arabed.

Meuriadoù turkek a voe ivez oc'h ober o zoull pe o reuz er vro betek aloubadeg Gengis Khan e 1219, aloubadeg a zo bet drastus evit ar vro, betek cheñch he aozadur. Dindan beli ar Vongoled e chomas Iran betek 1335 pa savas rouantelezhioù lec'hel adarre. Diwar ar rouantelezhioù-se e savas impalaeriezh Tamerlan er XIVvet kantved, o krouiñ ur renad a badas betek ar XVIvet kantved. Renad ar Safavided, a-orin azeri, a gemer ar galloud neuze hag a dro an Iraniz ouzh ar Chiitiezh da vat. Ren Abbas Iañ (1587-1629) a voe ur mare aour evit Iran, ur mare a beoc'h dre ma savas feurioù-emglev evit chom hep brezeliñ hag mare pinvidik gant ar c'hoñverz ma reas gant ar galloudoù european. Diaezamantoù a savas tamm ha tamm avat gant an urzhioù relijiel a bellaas muioc'h-mui diouzh ar Stad. Goude mare Abbas I e krogas mare an diskar evit ar renad safavid. Komañs a reas meuriadoù diavaez (Afghaned) ha diabarzh d'en em gannañ evit seizhañ ar galloud.

War-zu ar Stad vodern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1795 e voe kemeret ar galloud gant Agha Mohammad Shah Quajar. Dindan renad e lignez e voe stabilaet ar vro adarre, met dindan gourdrouz Impalaeriezh Rusia hag hini ar Rouantelezh-Unanet, a glaske kontrolliñ koñverzh Iran ha lakaat o fri en he aferioù diabarzh. Gant Nasseredin Shah hag e vinistr Amir Kabir e voe klasket modernaat ar vro, met kreskiñ a reas ivez fulor ar bobl betek dispac'h bonreizhel 1906. Kreskiñ a reas ivez levezon Breizh-Veur a-feur ma voe kavet eoul-maen er vro.

Kemeret e voe ar galloud goude ar Brezel Bed Kentañ gant Reza Khan, un ofiser a renk izel, a yeas da Reza Shah Pahlavi. O klask modernaat muioc'h c'hoazh a vro e freuzas gwirioù ispisial an dud estren bet roet da vare ar renad a-raok ha goulenn a reas e vije paouezet da implij ar ger Persia gant ar gumuniezh etrevroadel : lakaat a reas an dud d'ober gant Iran kentoc'h. Klask a reas modernaat ar gevredigezh ivez, difenn d'ar maouezed dougen ar ouel ha rediañ ar wazed d'en em wiskañ e giz ar c'hornôg. Dre ma tostaas re ouzh Alamagn a-raok an Eil Brezel Bed e voe rediet da leuskel e garg gant e vab Muhammad Reza Pahlavi hag ar Breizhveuriz ha kaset e voe d'an harlu. Tamm ha tamm e kouezhas ar vro dindan levezon ar Stadoù-Unanet a sikouras ar shah da lakaat ur galloud unveli e plas, diaezet war arc'hant an eoul-maen, o leuskel darnoù bras eus ar gevredigezh a-gostez avat.

Ar republik islamek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h a voe 1979 gant mizioù a vanifestadegoù a lakaas ar shah da dec'het kuit. Lies-kenañ e oa luskadoù an dispac'h, met kreñv-tre e voe Rouhollah Khomeini, un ayatolah bet harluet en Europa, enni. Strolladoù-stourm an doueoniezh, anvet Gwarded an Dispac'h, a lakas ar vro en urzh da gentañ, ha buan e seizjont ar galloud lec'hel en Iran a-raok en em lakaat e penn ar jeu er vro a-bezh. Diazezet e voe ar Republik islamek e fin 1979 gant Khomeini evel heñcher-meur. Enkadennoù meur a savas etre ar vro hag ar Stadoù-Unanet, bet lakaet da Satan Veur abalamour da emzalc'h an Amerikaned a-raok an dispac'h, betek afer ar c'hannati, a badas eus 1979 betek 1981.

Brezel a voe d'ar mare-se etre Irak, sikouret gant ar Stadoù-Unanet, hag Iran betek 1987. Mervel a reas Khomeini e 1989 ha lakaet Ali Khameni en e lec'h. Ar bloavezhioù 1990 ha 2000 a voe merket gant kreñvaat al luskad mirour (da skouer gant Mahmoud Ahmadinejad dilennet da brezidant e 2005) hag ar c'hlask tizhet ar galloud nukleel, sivil ha brezel. Un tu moderoc'h a zeu d'ar galloud er bloavezhioù 2010 gant ar prezidant Hassan Rohani a glaskas lakaat Iran e-barzh ar jeu er bed (emglev etre Europa, an SUA hag Iran war an nukleel iranat) hag er rannvro (Libia, Siria, Irak).

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

16vet bro ar bed eo Iran e-keñver gorread. Kement eo hag ar Rouantelezh-Unanet, Frañs, Spagn hag Alamagn a-gevret. 1 648 000 km2 eo he gorread.

Meur a aradennad-venezioù a verk dremm ar vro, o tispartiañ diazadoù hag uhelgompezennoù an eil re diouzh ar re all. Al lodenn gornôg – an hini bobletañ – eo an hini meneziekañ, gant aradennadoù evel hini Zagros pe hini Elbourz ; en aradennad diwezhañ-mañ emañ menez uhelañ Iran, an Damāvand a dizh 5 607 m. Ober a reer uhelgompezenn iranat eus an takad zo etre an aradennadoù-menezioù e reter hag e kornôg ar vro. En hanterenn reter ez eus dreist-holl un toullad diazadoù spagn didud (evel an Dasht-e Kavir) dasstrewet gant un nebeudig lennoù sall.

Krin pe damgrin eo hin Iran dreist-holl, hag istrovanel a-hed aod mor Kaspia. E lodenn norzh ar vro (plaenenn aod Kaspia) e tiskenn ral a wech ar gwrezverkoù dindan 0 °C er goañv, ha gleb e chom an amzer a-hed ar bloaz. E-pad an hañv e pign ral a wech ar gwrezverkoù a-us 29 °C. E-korf ur bloavezh e vez 680mm a c’hlaveier er reter ha 1700 mm er c’hornôg. E kornôg ar vro, e traoñiennoù ar Menezioù Zagros e vez gwrezverkoù dindan 0 °C e-pad ar goañv ha gwall varradoù erc’h. Krin-kenañ eo an diazadoù e reter hag e kreiz ar vro, gant nebeutoc’h eget 200 mm a c’hlaveier bep bloaz ha gwrezverkoù en tu all da 38 °C e-pad an hañv. Gant plaenennoù pleg-mor Pers e vez goañvoù kerreizh ha hañvoù tomm-gor ha gleb-dour. Eno e vez etre 135 mm ha 355 mm a c’hlaveier.

Emañ Iran en un takad distabil-kenañ eus ar voull-douar, hag ingal e vez skoet gant krenoù-douar. D’ar 26 a viz Kerzu 2003 e oa bet skoet korn-bro Bam, e su ar vro, gant ur c’hren-douar bras hag en deus distrujet aspadennoù an Arg-e Bam, ur gêr eus an Henamzer.

Gwelet ivez : Roll inizi Iran

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe m’eo bet diazezet ar Republik Islamek e tiskouez Iran ur reizhiad ensavadurioù dibar-kaer. Ur republik m’emañ ar veli gant ar veleien, un dra na gaver neblec’h all er bed, gant ur meskad pennaennoù belegveliek ha dilennadegoù poblel. Iran eo ar stad chiit nemeti ent ofisiel er bed muzulman. Diazezet eo reizhiad politikel ar Republik islamek war bonreizh 1979 a reer "Qanun-e Asasi" ("Lezenn Diazez") anezhi. E-barzh ar reizhiad ez eus meur a gorf gouarn liammet-strizh, a vez anvet an darn vrasañ anezho (n’eus nemet ar prezidant, izili ar parlamant hag izili bodadeg ar vailhed a gement a vez dilennet).

Ar galloud erounit[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Heñcher meur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heñcher meur Iran zo e garg goursellet "politikerezh hollek Republik islamek Iran". Komandant an armeoù eo-eñ. Kontrollañ a ra ar servijoù kuzh hag an oberoù liammet ouzh ar surentez. Eñ hepken a c’hall disklêriañ ar brezel. Eñ eo an hini nemetañ en ensavadurioù ar Stad a rank bezañ ur relijiuz. E karg emañ bodadeg ar vailhed da c’hoursellet an heñcher meur en e zeverioù lezennel. An heñcher meur bremañ eo an Ayatollah Ali Hossein Khamenei.

Ar prezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vonreizh eo ar prezidant pennadurezh uhelañ ar Stad war-lerc’h an heñcher meur. Dilennet e vez hervez ar mouezhiañ hollek evit ur respet pevar bloaz. Ret eo d’an dud a laka o anv evit dont da vezañ prezidant bezañ aotreet gant Kuzul ar warded. Lakaat ar vonreizh da dalvezout hag embreger ar galloud erounit eo e garg, nemet ar galloudoù zo stag ouzh an heñcher meur war-eeun. Ar prezidant a anv hag a c’hoursell Kuzul ar Vinistred, a genurzh divizoù ar gouarnamant hag a zibab divizoù ar gouarnamant a vez kaset d’ar parlamant. Skoazellet e vez ar prezidant gant eizh besprezidant hag ur c’habined 21 ministr a rank holl bezañ aprouet gant ar parlamant. Prezidant ar Republik bremañ eo Mahmoud Ahmadinejad (dilennet e miz Mezheven 2005).

Ar galloud lezenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Parlamant (Majles)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Majles-e Shura-ye Eslami (bodadeg kuzuliañ islamek) ez eus 290 kannad dilennet evit ur respet pevar bloaz. Ar Majles a fard al lezennoù, a wirieka ar feurioù-emglev etrebroadel hag a aprou budjed ar vro. An holl re a laka o anv evit bezañ dilennet er parlamant a rank bezañ aotreet gant Kuzul ar warded. Sezoù a vez miret evit ar minorelezhioù relijiel.

E mouezhiadeg ar gannaded d'an 21 a viz C'hwevrer 2020 e voe trec'h ar virourien.

Ar galloud barnerezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an heñcher meur e vez anvet penn ar galloud barnerezhel hag a anv d’e dro rener al lez veur hag ar pennprokulor. Meur a seurt lezvarn zo, en o zouez al lezvarnioù publik a bled gant an aferioù keodedel ha kastizel, hag al lezvarnioù dispac’hel a bled gant aferioù evel an torfedoù enep ar surentez vroadel. Peurglozus eo divizoù al lezioù dispac’hel ha ne c’haller ket ober galv diwarno. Al lezvarn arbennik kloerel a bled gant an torfedoù graet gant izili ar c’hloer, daoust ma pled ivez gant aferioù enno tud laik. Mont a ra en-dro distag diouzh ar reizhiad barnerezhel ordinal ha ne rent kont nemet d’an heñcher meur. Peurglozus eo divizoù al lezvarn-se ivez ha ne c’haller ket ober galv diwarno.

Bodadeg ar vailhed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bodadeg ar vailhed en em dolp e-pad ur sizhunvezh bep bloaz. Enni ez eus 86 kloareg "vertuzius ha desket" dilennet evit ur respet eizh vloaz. Evel ma c’hoarvez gant dilennadeg ar prezidant hag ar parlamant ez eo kuzul ar Warded a aotre an danvez-dilennidi da lakaat o anv. Dilenn a ra ar vodadeg an heñcher meur, ha hervez ar vonreizh e c’hall lemel e c’halloud digantañ forzh pegoulz. Biskoazh n’eo bet gwelet bodadeg ar vailhed o vont a-enep divizoù an heñcher meur avat.

Kuzul ar Warded[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh kuzul ar Warded ez eus 12 gwiraour a vez anvet 6 anezho gant an heñcher meur. Erbedet e vez ar 6 all gant penn ar galloud barnerezhel (anvet gant an heñcher meur eñ ivez), ha lakaet e vezont en o c’harg ent ofisiel gant ar parlamant. Ar c’huzul a zispleg ar vonreizh hag a c’hall lakaat e veto d’ar parlamant. Ma soñjer ne genglot ket ul lezenn gant ar vonreizh pe ar Sharia (Lezenn islamek), e vez kaset en-dro d’ar parlamant evit bezañ adwelet.

Kuzul ar skiant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuzul ar skiant a ya da hanterour etre ar parlamant ha kuzul ar warded pa vez kudennoù. Talvezout a ra da gorf kuzuliañ d’an heñcher meur. E-se ez eo unan eus galloudusañ ensavadurioù ar vro.

Galloudoù lec’hel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuzulioù ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennet e vez ar c’huzulioù lec’hel evit ur respet pevar bloaz e kement kêr pe kêriadenn zo en Iran. Hervez mellad 7 bonreizh Iran eo ar c’huzulioù lec’hel-se, gant ar parlamant, "organoù melestriñ ha divizout ar Stad ". Ne oa ket bet lakaet ar mellad-se eus ar vonreizh da dalvezout a-raok 1999 pa oa bet dilennet ar c’huzulioù lec’hel evit ar wech kentañ er vro. Meur a garg zo gant ar c’huzulioù, evel dilenn ar vaered, evezhiañ oberoù an tiez-kêr, studiañ ezhommoù sokial, yec’hedel, armerzhel, sevenadurel ha desavadurel ar re a velestront. Steuñviñ ha kenurzhiañ a reont an doare ma kemer perzh ar vroad en divizoù sokial, armerzhel, sevenadurel, desavadurel hag all.

Proviñsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Iran etre 30 proviñs:

1. Teheran
2. Qom
3. Markazi
4. Qazvin
5. Gilan
6. Ardabil
7. Zanjan
8. Azerbaijan-e-sharghi (reter)
9. Azerbaijan-e-gharbi (kornôg)
10. Kurdistan
11. Hamedan
12. Kermanshah
13. Ilam
14. Lorestan
15. Khuzestan
1. Chahar Mahaal-o-Bakhtiari
2. Kohkiluyeh-o-Boyer Ahmad
3. Bushehr
4. Fars
5. Hormozgan
6. Sistan-o-Balouchestan
7. Kerman
8. Yazd
9. Esfahan
10. Semnan
11. Mazandaran
12. Golestan
13. Khorasan-e-shomali (norzh)
14. Khorasan-e-razavi
15. Khorasan-e-jonubi (su)

Gouarnet e vez ar proviñsoù (Ostan) gant ur gêr greiz, peurliesañ brasañ kêr ar proviñs. Anvet e vez gouarnour ar proviñs (Ostandar) gant ministr an Diabarzh.

Abaoe 2004 eo rannet proviñs Khorasan e tri froviñs, setu eo tremenet niver ar proviñsoù eus 28 da 30.

Poblañsouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diorroadur ar boblañs etre 1956 ha 2003 (sifroù gant FAO, 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi.

Reveulziet eo bet stad poblañs Iran e-kerzh an XXvet kantved. Istimañ a reer ez eus 70 milion a dud e 2006 tra ma oa 10 milion e penn kentañ ar c’hantved. Gouzizet eo kalz ar feur genel e-doug an dek bloavezh diwezhañ. Koulskoude e tiskouez ar studiadennoù e kendalc’ho feur kreskiñ ar boblañs da c’horrekaat betek ma vo stabilaet war-dro ar bloavezh 2050. D’ar mare-se e tlefe bezañ tremen 90 milion a dud en Iran. 40 den dre km² eo stankter ar boblañs[2]. [3] [4] Reveulziet eo bet ar feur kêriekaat ivez. E penn kentañ an XXvet kantved e veve 10% eus an dud e kêrioù. 69% eo ar feur hiziv an deiz. 80% eo feur an dud a oar lenn ha skrivañ en Iran.

Un niver bras a repuidi a vez degemeret en Iran, ouzhpenn ur milion. Dont a ra an darn-vrasañ anezho eus Afghanistan hag Irak. Ent ofisiel e klask ar gouarnamant kas ar re-se en-dro d’o broioù[5]. [6] [7]

Ouzhpenn 3 milion a dud zo en diaspora iranat war a greder. Divroet int da Norzh-Amerika, da Europa ar c’hornôg, ha da Su-Amerika, war-lerc’h an dispac’h evit an darn vrasañ anezho.

Kenelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vozaikenn enni tremen 80 "kenel" disheñvel eo Iran. Ar muiañ-niver eus Iraniz a gomz ur yezh eus ar strollad indeziranek hag a gompren ar perseg. Indezeuropat ha turk (Azeri) eo an daou orin pennañ. Ar c’henelioù pennañ eo ar re-mañ : Persed (51%), Azeried 24%, Gilakied/Mazandaranied (8%), Kurded (7%), Arabed (3%), Baloutched (2%), Lored (2%), Turkmened (2%), Qashqai, Armeniz, Yuzevien iranat, Asirianed, Georgianed, Sircasianed, Tated hag all[8].

Relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chiit eo an darn vrasañ eus Iraniz. An islam chiit eo ar relijion ofisiel en Iran, hini 90% eus an dud. Iran hag Irak eo ar broioù nemeto er Reter-nesañ ma’z eus ouzhpenn 80% eus an dud ha n’int ket sunnit. Nebeutoc’h eget 10% anezho zo sunnited (ar muiañ-niver er peurrest eus ar bed muzulman), yuzevien, bahaieien, kristenien, zoroastrianed ha sabeaned (pe mandeaned). Ar relijionoù-se o devez dileuridi ar parlamant, nemet ar vahaieien hag ar vandeaned. Teir relijion estreget an islam a vez anavezet ent ofisiel gant ar vonreizh : ar gristenien, ar yuzevien hag ar zoroastrianed. Ur vinorelezh Bahaie zo anezhi ivez en Iran. Dizalc’h eo ar relijion-se, bet krouet en XIXvet kantved. Handeet e vez c’hoazh er vro-se. Goude m’eo bet handeet ar vahaieien nevez zo en deus disklêriet Daneveller arbennik Bodad ar Broadoù unanet war Gwirioù Mab-den "e tiskouez an darvoudoù diwezhañ-se emañ saviad ar minorelezhioù relijiel o fallaat"

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iran eo ar 4e produer eoul-maen er bed, hag 2l ezporzhier eoul-maen ABPE. Ganti emañ ar brasañ stokoù gaz naturel er bed war-lerc’h Rusia. Ezel diazezer ABPE eo Iran. Krouet e oa bet ABPE gant Shah Iran er bloavezhioù 1970. An eoul-maen an hini en doa roet an tu da Iran da ziorren buan hec’h armerzh er bloavezhioù 1970. Mont a ra c’hoazh d’ober ouzhpenn 80% eus ar gounidoù ezporzhiañ hiziv an deiz. E 2005 e oa ent ofisiel 46,6 miliard a zollaroù a c’hounid diwar an eoul-maen en Iran[9], 12 miliard hervez eneberien ar renad e Frañs[10] . Iran a soñjfe diazezañ ur yalc’h iranat eus an eoul-maen digor d’an euro.

Iran hag Oman a gontroll strizh-mor Ormuz (e pleg-mor Pers) a dremen drezañ 20% eus eoul-maen ar bed.

Gant armerzh Iran ez eus ur reizhiad steuñviñ kreiz a-gevret gant perzhiadurioù Stad kreñv e gennad an eoul-maen hag en embregerezhioù bras (ijinerezh pounner, madoù beveziñ…), ul labour-douar giz gwechall ha stalioù bihan. Ar gouarnamant bremañ a gendalc’h gant ar steuñv adreizhañ ar marc’had a oa bet boulc’het gant ar gouarnamant a-raok. Kemennet en deus e kendalc’hfe gant ar politikerezh liesseurtaat greanterezh an eoul-maen.

E 1996 e oa bet mat feur an eoul-maen hag Iran he doa gallet paeañ he dle. Gwashaet e oa bet saviad arc’hant Iran e 1997 hag e 1998 dre benn da c’houziz feur an eoul-maen.

Gant kresk nevez feur an eoul-maen abaoe 1999-2000 en deus gallet armerzh Iran profitañ adarre, met n’eo ket bet a-walc’h evit diskoulmañ kudennoù armerzhel ha frammadurel Iran.

E 2005 en deus lavaret bank kreiz Iran ez eus 10 miliard a US$ a zle war verr dermen gant ar vro ha 6,5 miliard a US$ a zle war hir pe grenn termen.

Liesseurtaet eo bet armerzh ar vro war dachenn ar produiñ kirri, listri, fuzeennoù, an deknologiezh nukleel hag an oberiañ produioù elektronek eus ar vegenn. Gant Iran ez eus ivez ur greanterezh eus an difenn, eus an apotikerezh hag eus ar vevdeknologiezh.

Ezporzhiañ a ra Iran marc’hadourezh da Japan (18%), Sina (9%), Italia, Su Afrika, Republik Korea. Enporzhiañ a ra marc’hadourezh eus Alamagn (13%), Frañs (8%) ha Sina (7%).

Ret e oa d’ar vro enporzhiañ 60% eus he zrelosk puraet rak ar purerezhioù lec’hel ne oant ket evit bastañ d’hec’h ezhommoù. An 10 bro o deus pourchaset dour-tan evit ar c’hirri da Iran e 2006 eo an Emirelezhioù Arab Unanet, Arabia Saoudat, Indez, Turkia, Koweit, Turkmenistan, Soudan, Azerbaidjan, an Izelvroioù ha Frañs.

Abaoe miz Gouere 2006 n’eo ket ret ken d’ar vro enporzhiañ trelosk puraet. Evit gwir eo bet modernaet gant ar gompagnunezh Total purerezhioù eoul-maen Iran (Abadan, Teheran, Ahvaz, Khorramshahr). Dre se eo bet adkavet hec’h emrenerezh gant ar vro. D’an 3 a viz Eost 2006 ez eus bet sinet un emglev etre Iran hag Irak evit ma kaso Irak eoul-maen kriz da vezañ puraet da Iran. En eskemm e vo miret 15% eus an eoul-maen puraet gant Iran[11].

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un hir a istor he deus Iran a-fet arz, sonerezh, barzhoniezh, prederouriezh, leun a hengounioù hag a ideologiezhioù. Kalz a Iraniz a soñj dezho eo o c’hultur an abeg nemetañ en deus graet d’o sevenadurezh chom bev war-lerc’h kantvedoù a drubuilhoù.

که ایران بهشت است یا بوستان
همی بوی مشک آید از دوستان

"Ha pa soñjfed en Iran evel Eden pe evel Liorzh,
eo fonnus amañ c’hwezh musk ar mignon, ar c’heneil."
--Firdawsi

همه عالم تن است و ایران دل
نیست گوینده زین قیاس خجل

"Iran eo ar galon hag an hollved eo ar c’horf,
da-heul ar gomz-se ne sant ar barzh nag uvelded na keuz."
--Nizami

Stad a vez graet eus al lennegezh pers gant Iraniz evel gant an estrañjourien. Implijet e vez ar perseg abaoe ouzhpenn 2500 vloaz ha lezet en deus roudoù en istor ar gomz skrivet. A-drugarez da varzhed evel Hafez, Molana (Rumi), Nizami, Omar Khayyam, ha Ferdowsi e vez priziet-bras barzhoniezh Iran er bed a-bezh, gant he barzhonegoù hag he c’hanaouennoù kaer-meurbet.

Gant 300 garedon etrebroadel e-korf ar 25 bloavezh diwezhañ e kendalc’h ar filmoù iranat da vezañ meulet er bed a-bezh. Ar sevener brudetañ eo Abbas Kiarostami moarvat. En Iran e vez kontrollet an holl vediaoù gant Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’huzulioù Islamek. Emañ Internet e-barzh, hag eñ un doare da gaout keleier ha da ezteurel o soñj evit ar yaouankizoù. Iran eo 4e bro ar bed evit a sell niver ar re a zalc’h blogoù.

Ar c’hlask justis sokial ha reizhded zo ul lodenn vras eus ar sevenadur iranat. Doujañ ar re gozh ha reiñ bod d’an estrenien eo ar reolenn en Iran.

D’an 21 a viz Meurzh, deiz kentañ an nevezamzer, e vez an deiz kentañ a’r bloaz (Norouz) en Iran. Norouz zo bet lakaet e Glad dre Gomz ha Dizanvez an Denelezh gant UNESCO e 2004[12].

En e levr Boued nevez ar vuhez e skriv Najmieh Batmanglij en deus "keginerezh Iran ur bern traoù boutin gant keginerezhioù all eus ar Reter-Nesañ, met soñjal a reer ez eo an hini soutilañ ha faltaziusañ, ken liesliv ha kemplezh evel un tapis eus Pers. "

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1. 1,0 1,1 ha1,2 CIA World Factbook. "Iran". Kavet : 2007-01-26.
2. (en) http://www.census.gov/cgi-bin/ipc/idbsum.pl?cty=IR
3. (en) https://archive.is/20120604093909/www.un.org/Depts/escap/pop/journal/v10n1a1.htm
4. (en) https://web.archive.org/web/20161227193340/http://www.payvand.com/news/04/aug/1017.html
5. (en) http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/3971711.stm
6. (en) http://www.irinnews.org/report.asp?ReportID=48323&SelectRegion=Middle_East&SelectCountry=IRAN
7. (en) http://www.unhchr.ch/huricane/huricane.nsf/view01/5E72D6B7B624AABBC125713700572D09?opendocument
8. https://web.archive.org/web/20070509135807/http://cia.gov/cia/publications/factbook/geos/ir.html
9. ’’Le Monde, dossiers et documents’’, niv.352, Ebrel 2006, pajenn 1
10. http://www.iran-resist.org/article1351 Iran-resist : Eoul-maen : Ur maner paper eo armerzh Iran, 20.01.2006
11. Bahrein News Agency 13 a viz Eost 2006 (sellet d’an 28 a viz Eost 2006)
12. https://web.archive.org/web/20160813135602/http://www.payvand.com/news/04/jul/1090.html

Kazetennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

• Ar pemdezieg adreizhour Hamshahri [1]
• Kazetenn adreizhourez, Shargh [2]
• Ajañs gwask ar studierien, Isna [3]
• Mehr news [4]
• IRNA [5]
• Kazetenn adreizhourez, Aftab-e Yazd [6]
• Kazetenn mirourez, Entekhab [7]
• Ar pemdezieg adreizhour, Iran [8]
• Jam é Jam, pemdezieg mirour [9]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]